Diwalit!! Al lizer "c" a zo caled atao barz an destenn man ha ne'o ket evel ar "c" gallec.
Eman ar brehonec a zo marou evel ur yez comzet. Setu breman eo bet dilezet ar brehonec gand an dud dindan hanter cant vloaz. An discar a zo aet buanoh buanan abaoe ar brezel 1939-1945, hac an divroadec braz a oa erruet war leh, tost ur million hanter eus breiziz o dues kcuitaet Breiz evid caout ul labour bennac pell eus o vro.
Alies e vez lavaret : biscoaz n'eo bet ar brehonec studiet , scrivet, embannet evel m'eman breman . Gwir eo. An dec embannadur bennac a zo e brehonec hac war internet milliadou ha milliadou oberennou , pennadou ha diellou a zo skignet pep deiz. Magadur d'ar spered , da neb a gar lenn , selaou ar brehonec. Met ar brehonec a vez comzet nebeutoh nebeutan. Neuze eo ar yez o tont , evel al latinec, ar gresianec coz, pe an hieroglif, yez coz ar Faraoned. D'eus outi, n'eo chomet nemet anoiou lehiou, anaiou tud, gériou aet e yezou estren, scritellou papyrus hac all...
War an hent se eman ar brehonec, 200 000 mil a dud a oar brehonec hiriu an deiz ?? Oh, n'eo ket gwir. Un tommic a dud a oar brehonec hiriu an deiz hac ar peurliesan o deus ancouet o brehonec hac oh ober gant ar galec penn da benn. War ar maez, e corniou zo , tachennou a-bez a zo bet collet o brehonec ganto, war enez Groé pe Greveur ne cho ket brezoneger ebet, daou chom hoaz war enez Eussa. Lehiou zo : bro ar bigoudenned, bro ar Hab Sizun, Bro Leon, darn eus Bro Dreger, e cichen Landreger dreist oll, a zalh mad, cornadou bihan eus Bro Wened,en Argoad ivez; collou spontus a zo avat.Dilezet eo ar brehonec e Ledenez Craon; a hed an aod eus ar ster oded da Gemperlé (fall eo bet an traou eno abaoé pell zo).
Diarbarz ar vro : Cernew uhel a goll buan ar yez; an discar brazan a zo er Morbihan hac endro da geriou zo : Brest, an Oriant; Conc Cernew, Pondi met ivez endro da lehiou evel Perroz Benodet.
Evid Cemper, Montroulez, Castelin, Landreger, tro dro, n'eo ket ken goaz evid hoaz. Dre vraz, erruet a ra ar pez a zo erruet en Iwerzon : trpasiou a vez toullet, war du an aodou, o tispartian tamm ha tamm ar blocad a oa bet Breiz izel.
An abegou:Me sonj, n'eo ket posibl da damall unan bennac pe ur stad bennac dre striz. Ar vretoned o deus collet o yez gand o franciz .Met gwellomp an abegou hon amzer: Da gentan souezus eo da well oll leoriou bouezus war breiz, he sevenadur hac e yez a zo embannet e galec: Leoriou bouezus war istor breiz, pe en enclasc war ar yez pe ur geriadur brehonec-gallec, an oll a zo implijet ganto ar gallec evel ar yez labour.
a) Ar vreizis n'int ket dieub da zeskin o yez e scoliou breiz. Ar vretonned a oa castizet gwechall pa unan a gomze brehonec er scol ha coulcoude hen ne oar yez ebet all.
b) An divroadec: ar vrezonegerion a guitae ar vro bep bloaz a gase o brehonec ganto hac e zileze anehan e leh edont aet da chom.
c) An dispriz a vage ar vretoned evid o yez. Red e oa dezo, dizesc maz edont war o yez, cenderhel da gomz, dre voaz, ur vriz yez trefoet, mastaret pell zo, mastaret muioh mui gant geriou ha troiou lavar gallec pe latinec.
Ar gallec hepcen a veze descet er scoliou ar républic betag breman. Er gallec centeliet, er gallec lennet eo eta e vezo cemeret ar geriou o deus ezomm anezo.
Calz doujans o doa evid ar gallec, yez an dud descet, yez an academiez, yez scrivagnierion vraz evel V.Hugo, Racine, Pascal, Molière...Sartre..ar gallec, ar yez a rancet ober ganti evid uhellat e stad ha stad ar vugale, a vennere o mad brasan (reiz eo!). Centogh eget chom hanter hent etre ur brehonec briz ha ur gallec saout (levezonet gand geriou ha traou lavar e brehonec o doa mill boan o dilezele), mont war ar gallec a oa pal pennou ar vrezonned, mont e gallec d'an dud evid en em uhelaat. Ar mennoz a oa ne gomzer ar brehonec nemet dre ma n'heller ket ober a hend all. Setu perac e vo respontet e gallec pa gomzot ouz brezonegerion bennac.
Daou zen a comze brehonnec etrezo , pa dostait outo en em lacait da gomz gallec.
* Ar vugale : Iskis eo breman clevout bugale o comz brehonec. Ya, iskis eo deuet da vezan rac an oll vugale ne vez comzet nemet gallec outo e pep leh breman. Ar sizun dremenet comzet 'm eus gant ur scolidi diwan, nao bloa en deus hac brezoneger ampart eo coulcoude trist eo peogwir e zud ne oar ket brehonec , geriou hepcen, hac a gomz gallec gand o bugel.
O herent a ouié brehonec gwechall; hanter hent e oant chomet, taget mad gant ar gallec. Seul belloh diouz an tadou gour, seul nebeutoh a vrehonec a ouier. Gallec hepcen gand an tadou hac ar mamou eta, ouz o bugamle adalec an oad teneran.
Breman priziou gallec a vo roet dezo er scol gallec evid o gallec mad tre, ar yez nemeti descet dezo er scoliou: "Mad evel se a lavar ar gerent , ar brehonec ne servij da netra hac ouzpenn se an neubeut leoriou sciant a zo scrivet e brezonec hag an oll clascerion war ar brezonec a scriv e gallec, sell 'ta, site internet "Cernarcer" penaos e vez descet an dud da zesc gallec evid bez gouest war brezonec. Da scouer ar hazetenner Fanch Boudic en deus embannet ul leor war stat ar yez brehonec e gallec hac evel ni a zo zot ha ne ouzomp gallec al leor e vo troet e brezonec eus ar gallec?? evid piou??? Perac trein ul leor e brhonec hac an oll dud a zo gouest da lenn anezan e gallec?? Atao e vez graet eus ar brehonec evel ur yez dister ha disciant hac ar callec yez tud chentil ha descet.
Taget eo ar maeziou; n'eo ket crenv a-walh cen an endro da zerhel ar brehonec bev. Er hériou, er vourhiou, er staliou , war ar radiou, war ar scinwell ar gallec pa ar saoznec hepcen a heller sellaou. Sizun tremenet clevet 'm eus ur vintin e oa pemp minutenn e brezoneg ha teir eus canaouenou e saozned war strollad radiou brezoneg stalic.com, ur vez eo. Evel gwechall an hini a gomz brehonnec barz porz ar scol e veze lacet dezan ur botou coad war dro e coug breman ni a zo castizet gant ar hanaouenou saoznec, red eo evid an ned hoant seallaou un tammig brehonec da sellaou saoznec pe gallec e-pad euriou ha euriou.
Ar gallec evel ar saoznec a zo aze avat , prest ha caer gant lizeriou cloc latinec ha gouest eo descin drezan ar matematicou hac ar chimic met gant ar brehionec mank a ra calz lizeriou evid ar matematicou: da scouer penaos e fellit scriv ur function f(x)=y+x pa vez descet doh e brehonec n'eus ket lizeriou "c,q,x"?? Hac e gallec pe saoznec zo.
Grit gantan eta, pa n'oh ket evid ober a hend all . Ar gallec evel ar saoznec a zo un dra ret.
-Ar gounid argent: Gand ar gallec e tiluziit hoh aferiou, labourerion-douar, helennerion scoliou veur, n'eo ket gand ar brehonec emichans!
Met , a lavarot, Brezoned zo a chom stag ouz o yez, dre ar galon, dre n'eman yez ar re goz, o herent, hoaz en o discouarn. Gwir awalh,met ar bed neue o trein buan, n'eus ket a blas evid ar galon pa ne glot ket ezommou ar galon cen gant ar hounidegez hac ar madou.
-Breiziz zo avat o deus gwelet an drouc. Carout a reont o bro, carout a reont o yez. Stour a reont evid o yez, o sevenadur, o franciz, evel ar rummadou all o araoc e lavaront evid beza descet ar brehonec evid pep bugel eus Breiz . Ar vretonned o houlenn evid ma vo crouet scoliou evid stumma an dud war micheriou ar mediaou e brezonec. Ar vretonned a stourm evid gwella o buhez.... Da be vad? Pa fell d'ar renerion bro Hall mougan, peur vougan yez ar vrehoned. Gand amzerin, a sonj d'ar re se, e teuint da benn vat, hac un deiz ne vo mui a houlemnadegou rac peurhallecaet pe fransisirion e vezo bet ar vro .
Perac goulenn ouz ar halloued ober ho labour?? Ha diwar beseurt abegou??
Souezus oun pa lennan cazetennou huzul veyur breiz an autrou an Drian, n'eus brehonec ebet barz, memes tra evoid scinwel Rohaon 35 pe armor tv. Perac stour evid ar yez brehonec e memes amzer ar boliticien ne ra netra?? Red eo deomp da houlenn 20% articlou e brehonec barz hazetennou huzuliou breiz pe cazetennou meaerdiou breiz. Red deomp stour evid uhela euriou abadennou war scinwell Rohanon 35 hac armor tv.
vendredi 28 août 2009
Inscription à :
Publier les commentaires (Atom)
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire