mardi 13 octobre 2009

Ampoezonet eo ar gwenan hag hor bro

Ampoezonet eo ar gwenan hag hor bro


José Nadan, piv oc’h ?
War ar vicher GWENANER ‘maon abaoe 1984 (naontek kant pevar ha pevar-ugent) ha gwech ebet n’eo bet ken fall an traoù. Savet e oa bet ganin mirdi ar gwenan er Faoued, bremañ on gwenaner nemetken, bez ‘meus bet graet chouchenn, bara-mel, propolis… Kroget e oan ha ne ouien ket kalz tra war ar sevel gwenan hag e teuen brav a-benn. Ha bremañ tapet skiant ganin eo fallaet an traoù evel gant kalz re all. Etre ar bloavezh 1994 ha 2004 eo nebeutaet ar wenanerien eus 15.000.
Prezidant sindikad ar wenanerien oc’h : petra a gasit war-raok gant ar sindikad-se ?
Da gentañ, ar sindikad zo ul lec’h darempred evid ar wenanerien a-vicher e Breizh. Pep hini ‘barzh e ferm n’eus kudennoù evid derc’hel bev e RUSKENNOU, gwashoc’h gwashañ abaoe un nebeud bloavezhioù. N’eo ket posubl chom e-unan ken, daw eo kaozeal gant ar re all, evit klask un diskoulm, ma zo un’. Tud deus ar sindikad ’ya ivez da Bariz, evid an emvodoù bras kaset en-dro gant ar pennoù bras, evid ma yefe gwelloc’h an traoù evit ar gwenan. A- bouez eo deomp moned betek Paris, kar kalz tud du-se (e-giz an FNSEA, CDJA, marc’hadourien louzeier…) ‘zo prest da gaozeal e plas ar wenanerien, ha da lâret deomp petra e vefe mad evidomp!
‘blam betra e varv ar gwenan ?
Evid tud zo, dreist- holl ar re zo tost deus an «agrochimie», ar c’hleñvejoù a zo kaoz ma varv ar gwenan. Lâret ‘vez ivez gante alies : ne vez ket graet labour vat gant ar wenanerien… Faot ‘ket de’ kaozeal deus al louzeier ‘vez lakaet war ar parkeier. N’omp ket a-du tamm’bet gant se, marteze ne labouromp ket gwall vad hiriw, med 20 pe 30 vloaz zo, oa kalz gwelloc’h mel gant ar wenanerien… ‘gozig hep digoriñ o ruskennoù.
Gwashaet eo an traoù-se dibaoe war dro 10 vloaz’zo, dibaoe m’eo degouezhet er vro produioù «systémiques», «neurotoxiques» e-giz Gaucho pe Regent, ha Cruiser bremañ. Al louzeier-mañ a zo fall-tre evit ar gwenan.
Gant an industri chimik e vez implijet molekulennoù kalz kreñvoc’h evit a-raok. Evid ar Cruiser ne vez ket implijet nemed 60gr/ha, soñjit pegen krenv eo !
AR GWISKAD louzoù a vez lakaet war-dro ur c’hreunenn maïs a zo ennañ 0,63 miligramm thiaméthoxam. Soñjit ‘ta ! Tra walc’h eo deoc’h taol ur c’hreunenn maïs ‘barzh ur guvenn 5.000 litrad dour hag e vo KONTAMMET an dour eus 0.126mg : ouzhpenn ar pezh a zo aotreet gant Europa ! 10.000 c’hreunenn a vez hadet war daou zevezh- arat douar : mod pe vod e tigouezh an ampoezon-se betek AR C’HROG en ho kuzun ! Barzh ar blantenn e sav AR POEZON evel-just ! Ar gwenan hag an amprevaned «pollenisateurs

» a ve’ lazhet da zigentañ. Ha goude-se den ne oar dre just peseurt kont ‘mañ an traoù gant ar buzhug ha toud al loened bihan ‘barzh an douar.
Arc’hant a zo da c’hounez ‘michañs ?
Ya, evel-just ! Dañjerus-bras eo al louzoù impli’et ha goût a ra ar stalioù chimik kement-se, met derc’hel a reer da vont ! Brudañ ar ra An FDSEA ha kazetennoù ‘giz le Paysan Breton, PERZHIOU ar Cruiser, al louzoù a vez paket AN HAD ennañ. Ober a ra ar c’hooperativoù kemend-all. O tifenn ar industri chimik emaint hag ar varc’hadourien had. ‘Maint ket o tifenn ar beizanted ! Ar Cruiser er bloaz-mañ war ar maïs, hag an imidaclopride (ar volekulenn a zo ‘barzh ar gaucho) vez impli’et muioc’h mui, da louzaouiñ an heiz, an ed, ar betarabez hag ar gwez a daol frouezh. E Bro Itali, e Bro Slovaki eo bet difennet al louzoù kreñv (Gaucho, Cruiser, Poncho, Régent) goude ma oa marvet ur bern gwenan. Ha diwar ur studi bet graet gant skol-veur Padoue n’eo ket sur eo gwelloc’h FONN ar maïs goude ma eo paket gant ur «pesticide» bennak. Amañ ‘vez dalc’het d’ober !
Ha koulskoude ‘vez klasket labourat war an ekologiezh ?
Ya,’keit-se ‘mañ ar c’huzul rannvro o lakaat milionoù euro evit ar program «Bretagne eau pure» (Breizh dour glann). Arc’hant a lak ivez ar rannvro vit al labour-douar DOUJUS deus AN ENDRO.
Petra emaoc’h o klask bremañ ?
Bihan eo hon nerzh deomp ‘barzh hon sindikat. Kreñv eo ar re zo ‘fas deomp ! Med kreñv HON C’HOUSTIANS. Hag un dra all zo bremañ, ‘mañ an dud A-DU ganeomp. Ezhomm ‘meump sikour da zisplegañ an traoù d’an dud ha da stourm deus paotred an agrochimi hag ar re a zifenn anezho !

Gerioù diaes :

Gwenaner : apiculteur (gwenan : abeilles).
Ruskennoù : des ruches (goloennoù).
Ur gwiskad : une couche.
Kontammet : contaminé.
Ur c’hrog : un robinet.
Ar poezon : le poison.
Perzhioù : les qualités.
An had : la semence.
Difennet : interdit.
Fonn : rendement.
Doujus eus an endro : respectueux de l’environement.
Hon c’houstiañs : notre conscience.

Difenn ar Post !

Ha goût a rit pegement a dud a zo o labourat ‘barzh ar Post ? 295.742 a dud zo hag ouzhpenn 11.300 ti-post a-dreuz Bro Frañs. Ar wech kentañ eo, o defe an dud digarez da votiñ evit ur servij publik e Bro Frañs. Sañset ‘noa c’hoant Sarkozy roiñ an tu d’AR BOBLAÑS da lakaat war-sav ur referendum, setu tapet ar paotr ‘barzh E DRAP ! Soñjal a rae d’ar re oa bet aozet ar «

Ar boblañs : la population.
E drap : son piège (trap = piège).
Difennerien : défenseurs.
Merañ : gérer.
Kannaded : des messagers, des émissaires, députés.
Taget : attaqué.
Ur marc’heger : un chevalier.
Divizet : décidé.
Founnusoc’h-founnusañ : de plus en plus vite.

DEOMP WAR-RAOK !
aLLONS DE L’AVANT


Il existe beaucoup de petits mots qui sont très utilisés et donc utiles dans toute conversation : allons aujourd’hui à la rencontre du mot tamm et en voir quelques utilisations.
Tamm ha tamm : petit à petit.
Tamm pe damm : plus ou moins.
Un tamm bihan : un petit peu.
Tamm ebet : pas du tout.
Un tamm kig : un morceau de viande.
Ro un tamm boued d’ar c’hi : donne un peu à manger au chien.
Un tamm mat a dud a oa / tud oa un tamm mat : il y avait beaucoup de monde.


Deoc’h c’hwi bremañ
Chercher parmi les exemples précédents ceux qui conviennent pour donner un sens aux phrases suivantes et répétez les à haute voix.


1/ Goût a ran …………….. brezhoneg.
2/ Ne oar…………………..da belec’h eo aet e gi da redek.
3/ ………………..arc’hant ‘noa bet ar vugale gant o zud-kozh.
4/ Avaloù zo er bloaz,…………………….....
5/ Berraat ‘ra an deiz…….....

Membres