mercredi 29 avril 2009

Grip ar Moc'h

29/04/09

Grip ar Moc'h zo degouezhet er Vro-Vask
Gwiriekaet eo bet gant Servij Yec'hed Gouarnamant Euskadi ez eus ur paotr 30 vloaz eus Bilbo (Bilbao) o c'houzañv gant grip ar moc'h (29 /4/09). N'eo ket gwall fall e stad koulskoude hag emeur oc'h ober war e dro en un ospital e Barakaldo (Bizkaia). Distroet e oa, n'eus ket pell zo, eus Mec'hiko hag aet e oa da c'houlenn skoazell digant ur mezeg disadorn. An hini kentañ eo er Vro-Vask da dapout ar c'hleñved.

Membres