vendredi 28 août 2009

STAD AR BREHONEC BREMAN

Diwalit!! Al lizer "c" a zo caled atao barz an destenn man ha ne'o ket evel ar "c" gallec.

Eman ar brehonec a zo marou evel ur yez comzet. Setu breman eo bet dilezet ar brehonec gand an dud dindan hanter cant vloaz. An discar a zo aet buanoh buanan abaoe ar brezel 1939-1945, hac an divroadec braz a oa erruet war leh, tost ur million hanter eus breiziz o dues kcuitaet Breiz evid caout ul labour bennac pell eus o vro.

Alies e vez lavaret : biscoaz n'eo bet ar brehonec studiet , scrivet, embannet evel m'eman breman . Gwir eo. An dec embannadur bennac a zo e brehonec hac war internet milliadou ha milliadou oberennou , pennadou ha diellou a zo skignet pep deiz. Magadur d'ar spered , da neb a gar lenn , selaou ar brehonec. Met ar brehonec a vez comzet nebeutoh nebeutan. Neuze eo ar yez o tont , evel al latinec, ar gresianec coz, pe an hieroglif, yez coz ar Faraoned. D'eus outi, n'eo chomet nemet anoiou lehiou, anaiou tud, gériou aet e yezou estren, scritellou papyrus hac all...
War an hent se eman ar brehonec, 200 000 mil a dud a oar brehonec hiriu an deiz ?? Oh, n'eo ket gwir. Un tommic a dud a oar brehonec hiriu an deiz hac ar peurliesan o deus ancouet o brehonec hac oh ober gant ar galec penn da benn. War ar maez, e corniou zo , tachennou a-bez a zo bet collet o brehonec ganto, war enez Groé pe Greveur ne cho ket brezoneger ebet, daou chom hoaz war enez Eussa. Lehiou zo : bro ar bigoudenned, bro ar Hab Sizun, Bro Leon, darn eus Bro Dreger, e cichen Landreger dreist oll, a zalh mad, cornadou bihan eus Bro Wened,en Argoad ivez; collou spontus a zo avat.Dilezet eo ar brehonec e Ledenez Craon; a hed an aod eus ar ster oded da Gemperlé (fall eo bet an traou eno abaoé pell zo).
Diarbarz ar vro : Cernew uhel a goll buan ar yez; an discar brazan a zo er Morbihan hac endro da geriou zo : Brest, an Oriant; Conc Cernew, Pondi met ivez endro da lehiou evel Perroz Benodet.
Evid Cemper, Montroulez, Castelin, Landreger, tro dro, n'eo ket ken goaz evid hoaz. Dre vraz, erruet a ra ar pez a zo erruet en Iwerzon : trpasiou a vez toullet, war du an aodou, o tispartian tamm ha tamm ar blocad a oa bet Breiz izel.
An abegou:Me sonj, n'eo ket posibl da damall unan bennac pe ur stad bennac dre striz. Ar vretoned o deus collet o yez gand o franciz .Met gwellomp an abegou hon amzer: Da gentan souezus eo da well oll leoriou bouezus war breiz, he sevenadur hac e yez a zo embannet e galec: Leoriou bouezus war istor breiz, pe en enclasc war ar yez pe ur geriadur brehonec-gallec, an oll a zo implijet ganto ar gallec evel ar yez labour.
a) Ar vreizis n'int ket dieub da zeskin o yez e scoliou breiz. Ar vretonned a oa castizet gwechall pa unan a gomze brehonec er scol ha coulcoude hen ne oar yez ebet all.
b) An divroadec: ar vrezonegerion a guitae ar vro bep bloaz a gase o brehonec ganto hac e zileze anehan e leh edont aet da chom.
c) An dispriz a vage ar vretoned evid o yez. Red e oa dezo, dizesc maz edont war o yez, cenderhel da gomz, dre voaz, ur vriz yez trefoet, mastaret pell zo, mastaret muioh mui gant geriou ha troiou lavar gallec pe latinec.
Ar gallec hepcen a veze descet er scoliou ar républic betag breman. Er gallec centeliet, er gallec lennet eo eta e vezo cemeret ar geriou o deus ezomm anezo.
Calz doujans o doa evid ar gallec, yez an dud descet, yez an academiez, yez scrivagnierion vraz evel V.Hugo, Racine, Pascal, Molière...Sartre..ar gallec, ar yez a rancet ober ganti evid uhellat e stad ha stad ar vugale, a vennere o mad brasan (reiz eo!). Centogh eget chom hanter hent etre ur brehonec briz ha ur gallec saout (levezonet gand geriou ha traou lavar e brehonec o doa mill boan o dilezele), mont war ar gallec a oa pal pennou ar vrezonned, mont e gallec d'an dud evid en em uhelaat. Ar mennoz a oa ne gomzer ar brehonec nemet dre ma n'heller ket ober a hend all. Setu perac e vo respontet e gallec pa gomzot ouz brezonegerion bennac.
Daou zen a comze brehonnec etrezo , pa dostait outo en em lacait da gomz gallec.
* Ar vugale : Iskis eo breman clevout bugale o comz brehonec. Ya, iskis eo deuet da vezan rac an oll vugale ne vez comzet nemet gallec outo e pep leh breman. Ar sizun dremenet comzet 'm eus gant ur scolidi diwan, nao bloa en deus hac brezoneger ampart eo coulcoude trist eo peogwir e zud ne oar ket brehonec , geriou hepcen, hac a gomz gallec gand o bugel.
O herent a ouié brehonec gwechall; hanter hent e oant chomet, taget mad gant ar gallec. Seul belloh diouz an tadou gour, seul nebeutoh a vrehonec a ouier. Gallec hepcen gand an tadou hac ar mamou eta, ouz o bugamle adalec an oad teneran.
Breman priziou gallec a vo roet dezo er scol gallec evid o gallec mad tre, ar yez nemeti descet dezo er scoliou: "Mad evel se a lavar ar gerent , ar brehonec ne servij da netra hac ouzpenn se an neubeut leoriou sciant a zo scrivet e brezonec hag an oll clascerion war ar brezonec a scriv e gallec, sell 'ta, site internet "Cernarcer" penaos e vez descet an dud da zesc gallec evid bez gouest war brezonec. Da scouer ar hazetenner Fanch Boudic en deus embannet ul leor war stat ar yez brehonec e gallec hac evel ni a zo zot ha ne ouzomp gallec al leor e vo troet e brezonec eus ar gallec?? evid piou??? Perac trein ul leor e brhonec hac an oll dud a zo gouest da lenn anezan e gallec?? Atao e vez graet eus ar brehonec evel ur yez dister ha disciant hac ar callec yez tud chentil ha descet.
Taget eo ar maeziou; n'eo ket crenv a-walh cen an endro da zerhel ar brehonec bev. Er hériou, er vourhiou, er staliou , war ar radiou, war ar scinwell ar gallec pa ar saoznec hepcen a heller sellaou. Sizun tremenet clevet 'm eus ur vintin e oa pemp minutenn e brezoneg ha teir eus canaouenou e saozned war strollad radiou brezoneg stalic.com, ur vez eo. Evel gwechall an hini a gomz brehonnec barz porz ar scol e veze lacet dezan ur botou coad war dro e coug breman ni a zo castizet gant ar hanaouenou saoznec, red eo evid an ned hoant seallaou un tammig brehonec da sellaou saoznec pe gallec e-pad euriou ha euriou.
Ar gallec evel ar saoznec a zo aze avat , prest ha caer gant lizeriou cloc latinec ha gouest eo descin drezan ar matematicou hac ar chimic met gant ar brehionec mank a ra calz lizeriou evid ar matematicou: da scouer penaos e fellit scriv ur function f(x)=y+x pa vez descet doh e brehonec n'eus ket lizeriou "c,q,x"?? Hac e gallec pe saoznec zo.
Grit gantan eta, pa n'oh ket evid ober a hend all . Ar gallec evel ar saoznec a zo un dra ret.
-Ar gounid argent: Gand ar gallec e tiluziit hoh aferiou, labourerion-douar, helennerion scoliou veur, n'eo ket gand ar brehonec emichans!
Met , a lavarot, Brezoned zo a chom stag ouz o yez, dre ar galon, dre n'eman yez ar re goz, o herent, hoaz en o discouarn. Gwir awalh,met ar bed neue o trein buan, n'eus ket a blas evid ar galon pa ne glot ket ezommou ar galon cen gant ar hounidegez hac ar madou.
-Breiziz zo avat o deus gwelet an drouc. Carout a reont o bro, carout a reont o yez. Stour a reont evid o yez, o sevenadur, o franciz, evel ar rummadou all o araoc e lavaront evid beza descet ar brehonec evid pep bugel eus Breiz . Ar vretonned o houlenn evid ma vo crouet scoliou evid stumma an dud war micheriou ar mediaou e brezonec. Ar vretonned a stourm evid gwella o buhez.... Da be vad? Pa fell d'ar renerion bro Hall mougan, peur vougan yez ar vrehoned. Gand amzerin, a sonj d'ar re se, e teuint da benn vat, hac un deiz ne vo mui a houlemnadegou rac peurhallecaet pe fransisirion e vezo bet ar vro .
Perac goulenn ouz ar halloued ober ho labour?? Ha diwar beseurt abegou??
Souezus oun pa lennan cazetennou huzul veyur breiz an autrou an Drian, n'eus brehonec ebet barz, memes tra evoid scinwel Rohaon 35 pe armor tv. Perac stour evid ar yez brehonec e memes amzer ar boliticien ne ra netra?? Red eo deomp da houlenn 20% articlou e brehonec barz hazetennou huzuliou breiz pe cazetennou meaerdiou breiz. Red deomp stour evid uhela euriou abadennou war scinwell Rohanon 35 hac armor tv.

mercredi 26 août 2009

Ifig Flatres ha Oktopus Kafe

Ifig Flatres ha Oktopus Kafe

Abaoe 2006 emañ Ifig Flatres o kanan gant ar strollad Oktopus Kafe.

Eus pelec’h oc’h ?

Ganet on bet e Pont-‘n-Abad ha desavet on bet e karter Sant-Voran e Kombrid. Mes daoust da vezañ bigouter ‘m eus ar santimant bezañ sitoian bihan ur voul-douar a ya war strishaat.

Penaos oc’h kroget da ganañ e brezhoneg ?

Ar wech kentañ din da ganañ e brezhoneg en un doare resis a oa en illiz. Gant kantikoù am eus kroget. Brezhonegerien eo ma zud mes ne m’eus ket klevet gante chañsonioù e brezhoneg.Kanañ ‘ra ma zad med e galleg. Sonioù kentañ am eus klevet pa oan bugel a oa er bloavezhioù 1970 war elektrofon ma c’hoarezed henañ : pladenn zu Alan Stivell en Olympia… Maget on bet kalz gant bed ar vrezhonegerien a-vihanik tro-dro din araok dont da vad war dachenn ar c’han. SKOULMET eo bet an div neudenn hini ar yezh hag ar c’han da vare oan KRENNARD. Hag abaoe e kendalc’han gant ar gordenn-se.

Tapet am eus un tamm anaoudegezh war ar yezh el lise hag er skol-veur.
Peseurt muzik a selaouec’h neuze ?

Tro dro d’an oad a ugent vloaz e selaouen muzik diouzh ar c’hiz (New Order, The Cure, Depeche Mode…) hag ar C’hoarezed Goadec. Pa oan studier e Bro Elsass e teuen div wech ar bloaz d’ar gêr evit ar vakansoù. O tistreiñ da Mulhouse e tigasen ganin POURVEZIOU-HENT : levrioù ha pladennoù e brezhoneg. Selaouet am eus evel-se Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, Denez Prigent… D’ar c’houlz-se e kanen e predoù familh pe evit mignoned pe c’hoazh ma unan. Ur wech distroet e Breizh e fin ar bloavezhioù 1990 em eus kroget ur gwir vuhez brezhoneger ha kaner. Klasket am eus deskiñ kan ha diskan. Ha chañs bras am eus bet d’ober anaoudegezh gant Louise Ebrel. Ganti am eus desket ur bern war fed HENGOUN ha micher. Hag abaoe E C’HOARIAN MA FRI-FURCH hag e lakaan ma divskouarn da labourat kalz evit mont war raok.


Kanet ‘peus gant meur a strollad, kanaouennoù bet dastumet pe kanaouennoù savet ganeoc’h ?

Gant Louise Ebrel am eus kanet abaoe ar penn-kentañ, ouzhpenn dek vloaz zo bremañ.Gant Christian Rivoalen e kanan ivez a-wechoù. Kan hengounel, da zansal pe da selaou a teu ganeomp. N’em boa ket labouret kement-se gant sonerien a-raok kregiñ gant ar strollad Oktopus Kafe. Evit poent on bet maget kalz gant sonioù kozh ha stag eus daou derouer : Kerne uhel ha Kerne Izel, hag ar Vro Vigoudenn en un doare resisoc’h. Muioc’h mui e sav ennon C’HOANT DA GROUIN traoù nevez, ha kentoc’h da skrivañ pojoù. Plijet on da selaou ar pezh a vez savet gant Marthe Vassalo pe Christian Duro pe c’hoazh gant ijin Nolwenn Korbel.An dud-se a vroudo ac’hanon ma vez da ober un dra bennak un deiz bennak med eviton N’EO KET ERRU AZO AR FROUEZH… Un taolig esae am eus graet mes war dachenn ar muzik : savet am eus un ton evit kanañ barzhoneg Per-Jakez Helias «Marh ar Bed».

kanañ a rit gant ar strollad oktopus kafe : pevare eo bet savet ar strollad ? petra eo ho c’hoant ?

Savet eo bet ar strollad e 2003 tro dro da dri soner, Jean Floc’h (akordeoñs), Alain Léon (gitar) et Pierrick Tardivel (gourebed). Ar pal a oa er penn-kentañ seniñ traoù hengounel en ur mod nevez, mes ivez sevel tonioù nevez ha labourat en un doare digor war stummoù WAR BRIM. Krouet eo bet danvez seniñ lec’hiet e Breizh mes digor war ar bed hag an amzer a-vremañ. E 2006 on bet pedet gante. D’ar c’houlz-se eo en em droet ar raktres hag an doare labourat kentoc’h war zu ar vouezh : gêrioù, pozioù chansonioù ha gwerzioù, barzhonegoù e rimoù pe e KOMZOU-PLAEN, e galleg pe e brezhoneg, eus Breizh pe eus lec’h all. E miz meurzh 2006 hon eus kemeret perzh e Nevez Amzer ar Varzhed (Printemps des poêtes). Kinniget hon eus un dibab testennoù hag istorioù karantez (Per-Jakez Hélias, Max Jacob...). Abaoe hon eus kendalc’het da vont pelloc’h war an hent-se : klask el lennegezh, adaptiñ gant sonerezh, lenn a vouezh uhel. Alies mat eo tammoù buhez berr ha lemm a vez kontet gant klotennoù pobl pe gerioù kizelet ha masonet gant skrivagnerien. Plijout a ra deomp an dro lavar « gwerz à l’encre de seiche » evit ar meskaj liv «sépia» an hengoun gant liv pluenn arzourien a-vremañ.
Gerioù diaes
Skoulmet : noué.Krennard : adolescent.Pourvezioù-hent : des provisions.Hengoun : tradition.E c’hoarian ma fri-furch : je fais mon curieux.C’hoant da grouiñ : envie de créer.N’eo erru azo ar frouezh : le fruit n’est pas mûr.War brim : improvisé.Komzoù-plaen : prose.

Gweltaz Adeux Trio : rockerien e brezhoneg
A-raok kontañ diwar-benn ho strollad nevez «Gweltaz Adeux Trio» zo bet war al leurenn en Erer Kozh eizhtez zo, larit deomp petra eo bet ho pennad-hent a-raok ? Un hir a hent eo bet evel-just. Sonet em eus bet er strollad breizhek-finnek eus an Naoned anvet EV e-pad ouzhpenn 25 vloaz. Kroget e oa bet hon troioù-kaer d’ar 27 a viz C’hwevrer 1981. Amzer hor boa bet da embann FORZH PLADENNOU, o kregiñ gant pladennoù du evel-just, a-raok embann war-dro eizh CD ha meur a zastumadeg, betek an hini diwezhañ 30 vloaz Rock e Breizh, skignet gant COOP Breizh. Ul liamm eo ar bladenn-mañ abalamour ma kavomp warni EV, meur a strollad hag ivez Gweltaz ADEUX hag E DRIAD nevez (C’ha, c’ha !). Un amzer plijus bras eo bet ar prantad EV.


Penaos eo bet graet ganeoc’h da boent EV al liamm etre ar brezhoneg hag ar sonerezh rock hag ar Finneg ?

Abaoe ma yaouankiz pa ne gomzen ket brezhoneg c’hoazh, em boa divizet kanañ rock e brezhoneg. KEJET ‘MEUS gant tud a gomze ur yezh all, setu penaos e voe graet al liamm. Dedennet e oa pep hini gant sevenadur egile, o tizoleiñ Breizh evito ha Suomi evit ar re all.
Plijet en deus kalz EV d’ar vrezhonegerien yaouank, dre ma ne oa d’ar poent nemedoc’h o kanañ rock e brezhoneg : ur stourm evit kanañ e brezhoneg ?Pa vez kanet e brezhoneg e vez diaes-tre chom e-maez ar jeu. Dre gaer pe dre heg e chom c’hoazh ar brezhoneg ur stourm. Ma kemeromp skouer ar skolioù : penaos digeriñ ur skol nevez, FORAN pe Diwan pe brevez, dav eo pep tro kaout TUD MENNET evit reiñ lañs ha stourm c’hoazh evit kenderc’hel. Setu perak omp bet SKOAZ OUZH SKOAZ gant ar skolioù, gouelioù Diwan hag ur blijadur e oa bet. Koulskoude hor boa graet e diavezh Breizh ur bern traoù e peurrest Europa ‘blam ma kanemp e brezhoneg. LIAMMOU hor boa e Kembre, e Fryslân hag all… hag e Suomi evel-just.

Komzit deomp eus ho strollad nevez ? Petra zo ganeoc’h war ar stern ?

Hiriv e vo kendalc’het an troioù-kaer en ur mod all gant ur skipailh nevez : Nico Guerin gant AN ISGITAR hag Anabelle Calvez gant an taboulinoù.Foetañ bro c’hoazh hag adarre ‘vefe ket re fall. Kinniget eo bet din n’eus ket pell zo c’hoazh RAKTRESOU evit Suomi (Finland) gant UN AOZER TROIADOU a anavezan mat.Ur bladenn nevez a vo enrollet en Naoned e miz Gwengolo, setu ar pezh am bo d’ober. Skignet vo gant Coop Breizh. Daleet eo bet betek-hen evit meur a abeg, daoust ma ouzon mat eo gortozet abaoe pell… Gortoz pell, gortoz gwell !Ur bladenn a vo savet gante a-benn miz Gwengolo.


Penaos eo paseet an traoù ganeoc’h er Erer Kozh ? ar wech kentañ e oa deoc’h ?

Plijet-tre omp bet da vezañ pedet ha da zont en Erer Kozh. An tammig muioc’h a foet a oa warnomp marteze… kar morioù a dud a zo war dachenn Kerampuilh memestra. Peadra da vezañ skoet. An degemer gant skipailh ar c’habaret breizhad zo bet plijus kenañ. Ne oa ket ar wech kentañ din dont d’an Erer Kozh mes ar wech kentañ memestra dont da ganañ du-hont. Paseet eo mat an abadenn. Hag ar paotr Lenni Kravitz zo bet dreist : laosket en deus ur c’hard eur deomp evit echuin hol lodenn araok kregiñ gant e hini. Deuet oa tud evit selaou ac’hanomp A-RATOZH, lod zo deuet dre zegouezh marteze sachet ivez gant skeudennoù Gwarez Filmoù Breizh. Ur publik digor hag aketus oa. Daoust d’an emgavioù gant sonerien meur all a oa war leurennoù brasoc’h lod a zo chomet betek ar fin. Ha brav eo bet deomp goude ar «stress» kentañ en em gavout SEDER er fin.

Perak kanañ e brezhoneg hag e galleg ?

Evit poent n’eus nemet ur son a zo DIVYEZHEK da vat : «Rozenn Kernitu». Ur barzhoneg savet e div yezh gant Per Jakez Helias hag a zo kenkoulz e brezhoneg hag e galleg. Padal un eil barzhoneg «Marh ar Bed» ne m’eus ket faotet kanañ e galleg peogwir ne gavan ket KEMENT A DALVOUGEZH hag a vlaz gantañ e galleg. Dre vras e soñj din eo LIESYEZHEK ar bed. Hag evit reiñ blas ar brezhoneg da dud all n’eo ket fall a-wechoù kaout an daou mesket. Ha gant ar barzhoneg hon eus dibabet eo kempouezh hud ha KENED ar gerioù en div yezh. Mes plijout a rafe deomp mont pelloc’h. Ur barzhoneg troet e galleg diwar ar spagnoleg ha lenn a vouezh uhel keit e vez sonet un tango kempennet e mod Oktopus Kafe. Ar soñj a vefe en dazont marteze e kanañ e spagnoleg. Ur c’hoant kuzh gant al loen «Poch an toer» an oktopus mont da seniñ e Bro Arc’hantina un deiz bennak…
C’hoari muzik p’emañ an dud o sellet ur film evel ma rit zo un dra nevez, displegit ar «c’honcept-se» deomp ?KEJET HON EUS gant Claude Arnal eus Gwarez Filmoù Breizh evit sevel ar raktres abadenn -mañ asambles. Labouret eo bet dija gant ar Sinematek war raktresoù ar seurt-se a lak ul liamm etre ar muzik, ar c’han hag ar filmoù DIELLOÙ MUT. Evel se eo bet savet «Rites de Passage» gant Laurent Le Bigot. Fellout a rae d’Oktopus Kafe mont ivez war an hent-se brudañ ha liammañ. Ar pal n’eo ket «doubliñ» evel un eil-mouezhiañ filmoù mut mes krouiñ un abadenn nevez gant meur a live kroazet, ha ster ha talvoudegezh ouzhpenn, hep diframmañ filmoù fraost un tamm a-wechoù.

Peseurt raktresoù a zo ganeoc’h bremañ ?

Ur bladenn a zo war ar stern hag a vo enrollet e miz Here. EM BRODUET e vo. (Digor eo ar RAKPRENAÑ dija : 15 euro / chekennoù war añv ar gevredigezh Poch an toer / e ti Alain Léon – chemin de Coat Goarem – 29000 Kemper). AR PAL a zo e teufe er-maez e miz C’hwevrer 2010. Evit ar c’houlz-se ivez emaomp o sevel UR RAKTRES RESIDAÑS, pe bod ha krouiñ, evit mont donoc’h ha pelloc’h gant al labour savet asambles gant Gwarez Filmoù Breizh.

GERIOU DIAES

A-ratozh : exprès.Seder : calme, épanoui.Divyezhek : bilingue.Kement a dalvoudegezh : autant d’intérêt, de valeur.Liesyezhek : mutilingue.Kened : beauté.Kejet hon eus : nous avons rencontré.Dielloù mut : archives en muet.Rakprenañ : souscrire.Em broduet : auto-produit.Ar pal : le but.Ur raktres residañs : un projet de résidence.

Liseidi war leurenn an Erer Kozh
Tri gamarad e oant daou vloaz ‘zo e Lise Diwan. Krog e oant da c’hoari muzik asambles, un’ a gane, Kaou an Davey, Maze Bergot ’save pozioù ha Mael Guego sone gant ar gitar. Ha n’eus ket gwall bell ‘zo deut un nebeut mignoned all ‘barzh ar strollad Egin.
Ar strolladOuzhpenn Mael ha Kaou e kan Chan Bremsal Le Moulliour. Seniñ ‘ra Glen Merien gant an uilleann Pipe, Gwenole Breton gant AN TAMBOULINOU, ha Thomas Laquaine gant an harmonica. Peseurt muzik a vez gante ? meskaj un tamm, peogwir eo TROET lod GANT muzik rock, lod all gant blues ar bloavezhioù 60, lod all gant muzik Bro Iwerzhon.Ha deus petra vez kaoz en o c’hanaouennoù ? deus ar yaouankiz, deus beajoù, deus AR VUHEZ PEMEZIEK ha deus ar vro a lar Gwenole. Ar brezhoneg a zo kreiz hon c’hanaouennoù a lar Kaou ar c’haner.

Penaos vez kaset an traoù war-raok ?

Ur wech savet ar c’homzoù e labour Mael da sevel muzik : goude holl asambles e KLINKONT an traoù ha pep hini da roiñ e soñj. Plijadur oa forzh pegement d’ar merc’her a-raok an Erer Kozh pa oant o PLEUSTRIN er Claj e Karaez. O pleustriñ evit petra ?
Ar re yaouankañ war al leurenn emichañs !Gounezet eo bet gante priz an Taol lañs e miz Gouel Yann e Karaez ; souezhet-bras int bet ! Ha gant se int pedet da vont da c’hoari evit an Erer Kozh d’ar sul goude lein. Gant ar briz -se int bet pedet da vont da c’hoari ivez evit gouel ar Rouedoù glas e Konkerne. Ouzhpenn-se VO ROET TRO DEZHO da enroll ur bladenn e studio ar CLAJ e Karaez ‘pad ur sizhun. Tapet o bak gante toud, lod a vo o studial en Alre, e Roazhon, pe En Naoned met graet eo o soñj gante, ‘benn bloaz en em gavint e Karaez asambles da labourat war ar muzik !

GERIOU DIAES

An tamboulinoù : les tambours, la batterie.Troet gant : intéressé, attiré par.Ar vuhez pemdeziek : la vie quotidienne.E klinkont : ils décorent, ils font des arrangements (musicaux).Pleustriñ : s’entraîner, répéter (pour la musique).Tro vo roet dezho : l’occasion leur sera donnée.

mardi 25 août 2009

Al lizeriou hag ar sciantou

Da genta, setu un destenn tennet eus ul leor anvet: "Brediah er fé" , scrivet e 1845:

"Ol, en dud, emé hur Salvér, e hanauou reih-mad er ré e vou a me scol, dré er garanté e vou guélet étré-z-ai.
Hac é guirioné, ér pen quetan ac er Grechémeah, quer sterd ha quen tuem e oé er garanté étré er fidelèd, ma laré er bayanèd ind-memb : sellet na péh ur garanté en dès dud-cé en eil é quevér éguilé!
Leinein e ramb, ér Scritur santel, penaus er Grechénion ne oé enhai ol nameit ur galon hac un inean hemb quin.
Ind hum dolpé ér memb léh aveit gobér ou fedenneu, eit cleuet conzeu Doué, eit tostat d'er Sacremanteu; ha goudé, ind e gueméré, doh er memb taul, ur prèd, avel bredér, é ty er memb tad.
Ne vezé quet cleuet larèt én ou mesq : en dra-man e zou d'eign, hac en dra-zé e zou d'id; ne oé ahont na peur na pinhuiq; rah er fidelèd en doé bet degasset eén ur bern ou madeu étal treid en Apostoléd, eit ma vehé bet lodec peb-unan ac er péh e aparchanté d'an ol."

E-barz an destenn_man e cavom gériou scrivet en ur giz dishenvel eus hon amzer, coulcoudé n'eus ket calz amzer etre al leor-man an hon amzer. Scivet éo ar " Brédiah er Fé" e 1845 , tost 160 bloa a zo etre al leor-man ha ni. Ar yez a zo troet drouc fall er maré 160 bloa, lizeriou ken bouézuz evid ar brezonec a zo laket var maez hep reson ebet. Ur systèm sot a zo crouet anvet ar "BZH" , ur systém evid ober faziou ouz ar yez.
Ar "BZH" a zo diesoh da compren eged an théorie ar relativité d'ar Einstein !! Gwelet 'm eus tud ne hellont konz pe scriv brezoneg ha se goudé 10 bloa kentéliou noz !! Penn mab den n'eo ket aozet da zesc traou fals. An empenn n'eo ket ur camputer leh eo posibl laca progammou hep cudenn. An empenn a gar traou logic evid ar spered .Kemerom ur scouer: ur helener a zesc geometricou evid scolidi yaouanc hac e oé laret araoc dezo :"E brezonec n'eus ket lizeriou : C; Q; X ", hac ar heler matematicou en ur zeski ar scolidi a lar dezo: "Kemerom ur tri-horn "a, b, c" ar hortez ab a zo ingal ar hortez bc ha ma dastummom ar hosteziou ab+bc hon eus ar hostez ac=ab+bc." Ha petra sonjit var ar paotr a zo desket dezan e brezonec n'euk ket lizer "c"?? Sur e vo collet hac epad ur bugel saoznec pe galec a zesk matematicou an doaré naturel ar bugel brezoneger a vezo clan barz e spered peogwir n'eo ket gouest da compren perac n'eus ket lizeriou "c, x, q" e brezonec hac int a zo implijet evid ar matematicou... ha perac ur bugel brezoneger a zo handicapet gand an dra-man hac ur bugel galec pe saoznec a c'hell ober gand ar "c,x,q" an dra-se oh ober drouc braz barz ar spered ar bugel a zesc brezonec, marteze ar buguel man en deus cudenn all gand he dud na gomzint ket brezonec hac ouzpenn-se red eo dezan da zesk ur yez anvet "BZH" hac a zo ur sytem lizeriou fall evid ober faziou. an oll traou-man ouzpenn-se a zo liammet gand istor ar yez, penaos e veze gwellet ar yez brezonec gwechall?? Evel ur yez ar blouked pe yez ar baizanted pe hoaz evel yez an hini a zo sot evel testennou "Bécassine" . Ha siwaz, breman pa lennan ur hazetenn evel "Ya" eo ur gwir torr-penn peogwir an empenn a zo boazet da labour an doaré reiz hac ar brezonec "Ya" a zo ur brezonec chimic leun ar faziou. Hag ato lenn a rann meur a wech ar pennadou evid sell ma vefe ar gériou scrivet gant ar "H" a zo ethymologiel pe eus ar systèm disciant "BZH".
Peleh eman Breiz?? Breiz a zo e Europa, hac tost 700 a villion a dud implijet eo ganto lizeriou latined ha n'eus ket ur pobl en deus laket var maez lizeriou eus ar latined. Hep e breiz. Ar pobl americaned an nort a zo tost 300 000 000 million memestra evid america ar sud hac an oll implij ar sytém latined gant ar "c,x,q". Setu perac barz ar poblou e vez cavet tud barrec var ar sciantou caled hac n'eus sciantour ebet e Breiz var ar brezonec.
Evid echu, me a laran evid adlacaat lizeriou ken bouésuz evel ar "c, x, q" bouézus int , m-eus scrivet, evid ober matematicou, biologiez, chimiec,... se-zo n'eo ket evid ober matematicou hac all met evid laca an tammig spered sciant barz ar yez brezonec , hon amzer a zo amzer ar sciantour hac ar sciantourion.

Membres