mercredi 24 février 2010

Kristian Troadeg e Kemperle Digwener 18 a viz C'hwevrer hag e Loudieg Disadorn

Kristian Troadeg e Kemperle Digwener 18 a viz C'hwevrer hag e Loudieg Disadorn

Kristian Troadeg, maer Karaez (tu kleiz), penn al listenn "Ni ho savo Breizh" da geñver an dilennadegoù rannvro, a gejo gant an dud e marc'had Kemperle Digwener diouzh ar mintin. Gantañ e vo maer Kemperle, Alain Penneg, ha danvez-dilennidi all.

Disadorn diouzh ar mintin e vo tro marc'had Loudieg, asambles gant skipailh danvez-dilennidi Aodoù-an-Arvor.

Kristian Troadeg a bed an holl re a zo dedennet gant o frogramm da vont e darempred ganto ha da dabutal diwar-benn temoù kevredigezh a-bouez. Chalet eo Kristian Troadeg dreist-holl gant kresk an dilabour e Penn-ar-Bed : 23 % ouzhpenn e-pad ur bloavezh ! Kinnig a ra krouidigezh un amprestenn veur breizhat evit adlañs ekonomiezh Breizh ha lakaat an embregerezhioù bihan ha krenn, a grou postoù-labour, da gaout ur youl nevez.

Ni ho savo Breiz

An Aotrou Bechu (UMP) a ra komisionoù

A-drugarez d'al listenn "Ni ho savo Breizh" emañ kudenn adaozañ an tiriadoù e-kreiz an dilennadegoù-rannvro bremañ. An holl listennoù a ranko reiñ o soñj diwar-benn an afer-se.


Respont a reomp da zanvez-dilennad an UMP n'hon eus ket c'hoant kaout ur ped komision warn-ugent a vo laouen o tagañ kudenn adunanidigezh Breizh. Gwell e vefe deomp e respontje a-benn ar fin d'ar c'hinnig lavaret meur a wezh krouiñ 4 rannvro greñv e-lec'h 6 rannvro wan e Kornôg Bro-C'hall, gant Breizh hag an Normandi adunanet, ur rannvro Vañde-Poitou-Charentes, hag unan evit Traoñienn al Liger, a bodfe Añjev, Tours ha Le Mans.

Setu perak eo bet dibabet gant "Ni ho savo Breizh", kaset da benn gant Kristian Troadeg ha Jacky Flippot, kinnig an hevelep programm e Rannvro Breizh hag el Liger-Atlantel, oc'h ober foei war an dispartioù melestradurel bountet gant Pariz. Ur programm ma c'hello an holl Vretonezed ha Vretoned ar pemp departamant diorroiñ heson o ziriadoù gantañ.

Ar gomision nemeti omp dedennet ganti eo Komision Europa, a rento justis deomp en ur c'houlenn - gant harp Parlamant Europa - da Vro-C'hall ma vo doujet da volontez ar Vretoned.

Evit "Ni ho savo Breizh"
Jacky Flippot Penn listenn al Liger-Atlantel
Darempred : 06 81 36 67 43

Membres