mercredi 4 février 2009

Reportaj: MARAKECH e Maroc

Lesanvet eo bet Marakech " An hini Ruz " abalamour da liou he ziez hag he mogeriou bras en-dro dezi savet pri sec'h.
Eur ger goz eo hag eur ger vras ouspenn, enni tost ur milion den.
Evit tud an Europ ar Maroc a zo eur vro arabeg hag e Marakech evel e pep lec'h du-hont ez eus eur ger all evito e-kichen ar ger goz ; met daoust d'an aez à vez kavet enni, ar beajour a zo dedennet gant al lec'hiou darempredet gant an Arabed hag ar Berbered , da lavarout eo "al Madina ", e-lec'h eman er Maroc, ha n'eo ket en " Europ en tu all d'ar mor ".
Minare al " Koutoubia " ar moske dispar, an hini eus ar re uhela er Marok, a gav din, en em ziskouez dezan a-bell e-kreiz al Madina. Sevel a ra a-zioh eur blasenn iskis anvet " Djamaa al Fana ", ano arabek a sinifi " Plasenn an nenv pe ar baradoz ". Fentus eo da welout an niver bras meurbet a dud o vont-dont warni ha fentusoc'h c'hoaz da glevout an trouz a ra an holl dud-se. Pep tra a vez kavet eno ; bez' ez eus gwerzourien a bep seurt : sonerien, amezegien, kereon, danserien, chalmerien naered hag all ...
Arabat eo d'ar beajour chom re bell da sellout ouz tra pe dra : buan e teu davetan paotred yaouank o deus gwelet dioustu ez eo eun den nevez deuet er vro : " Te a glask eur blenier ? " a vez goulenet outan.
Ha ne dalvez ket ar boan respont nann ( e vez implijet ar ger arabeg " Laa " evit nann) ; ne vo ket ken lezet e peoc'h, dreist-holl ma ne oar ket arabeg ; ar ganfarded-se a anavez mat ar veajourien eus ne vern peseurt bro a deufe, hag a oar lavarout eur ger bennak e pep yez eus an Europ ; eur wech memes, gant plijadur em eus kavet unan o c'houzout eun tamm bihan a vrezoneg.
Goude beza gwelet Djamaa al Fana, ar beajour gant e vlenier yaouank a yelo da c'houde da welout ar marc'had braz anvet " Al Souk " ; ar staedou e-lec'h ez eus ar marc'had-se, straedou bihan goloet a blouz a zo anvet memes tra. Bez' ez eus eur straed gant staliou al ler, eun all gant staliou ar c'hig, eun all c'hoaz evit ar c'hoad hag all...
Staliou brasoc'h e-lec'h e c'heller prena kalz a draou : pallenou ar vro, pladou e kouevr,torchennou-ler ha me' oar a zo savet dreist-holl evit tud Europa hag America.
Tud ar vro a zo gwisket gant eun " djelabah " (broz hir ha ledan gand liou gwenn ha du a peurliesan) ha war o fenn eur " chechia " (doare boned) ruz .
Pa dostaer eus al Malleh e klever dioustu c'houez ar pesked fritet a zo eur bevans brudet gant ar Marocaned. Met pegement a loustoni a vez kavet eno ha me hel lavar deoc'h, n'eo ket atao c'houez ar pesked fritet a vez tapet gant ar fri.
Arabat eo mont kuit eus ar ger goz a-raok mont da eva eur banne-té war leur-doenn eur c'hafedi, war " Djamaa al Fana " da vare ar c'huz-heol en eur sellout ouz an dud o vont-dont en traon.
An heol a zo evel eur voull ruz a-drenv al Koutoubia hag ar ger vras, sklerijennet gantan, a seblant beza rusoc'h c'hoaz.
Pa zeu an noz, tamm ha tamm, goulouigou ar staliou a ya war elum hag ar blasenn a gemer eun doare nevez, met ar safar a bado pell c'hoaz, rak an dud o deus kousket goude kreisteiz pa vez ken tomm an heol, ha plijus eo diouz an noz beza en aer fresk.
Ar beajour, pa kuitao al Madina, mar deo skuiz goude e zevez, met laouen gant ar pez en deus gwelet a lavaro evel an Arabed.
al hamdoulillah (Trugarez da Zoue).

mardi 3 février 2009

Sonj Dugez Anna

8 a viz genver, 1499.

Anna a Vreiz o timezi gant Loeiz daouzeg a Vro-Frans ; Breiz a vir he frankizou.

9 a viz genver, 1524.

Maro an Dugez Anna, e Blois (Bro-Frans), en he 37 vloaz. Eman he horf en iliz-veur Saint Denis, e kichen Paris. He halon, avat a zo bet kaset war he goulenn da Naoned, e Breiz.

An alcoolism e Breiz

Ampoezonet eo ar Breiz gant an alcool : danvez, enor, yehed, eurusted a zo kollet gantan.
E gwazied kalz tud yaouank eus Breiz, petra 'zo ? - Alcool e-leh gwad.
An alcool ne ro d'ar horf na magadurez na nerz. Ne ra ket muioh a vad d'an den eget ne ra eun taol foet d'eur marh.
Ma ne ra ket a vad, droug a ra atao.
An neb en em zo d'an alcool a goll :
E yeched : pep seurt klenvedou a stag outan.
E benn : ne oar mui petra a lavar, petra a ra, hag alies e ra torfedou bras.
E vrud vat : gant an alcool, an den a ziskenn izeloh eget an anevaled.

Ar Mezvier a ra droug d'e vugale ;

Ha hoaz, ma ne rafe an ever droug nemet d'ezan e-unan ! Shiwaz, koll a ra e vugale. Bugale ar mezvier a vez peurliesa drouklivet, klanvidi. A-wechou zoken e vez distres o izili, ha meur a hini a vez diot. Ouspenn, an tech da eva a vo enno ivez hag o devo mil o herzel ouz an tech divalo-se.

Gant an alcool e vez dismantret ar familhou :

Pet tiegez a zo bet dismantret abalamour d'an alcool ? - Den ne hellfe o niveri. Bugale ar mezvier hag e wreg o devo mez o vont dirak an dud. Marteze e rankint astenn o dourn evit kaout peadra da zebri. Kalz a zispign gant an alcool ar pez a vije a-walh da brena bara d'o familh.
Tadou, degasit d'ar gèr kement euro a c'hounezit, hag a vezo en ho ti "bara da zebri, dilhad d'en em wiska...", hag ho pezo plijadur hag e viot eurus.

Membres