mercredi 21 janvier 2009

Breman hag evit ar weh gentan president Unanou Stat da America a zo un den orin eus Africa, bro Kenya e zad. Barak Hussein Obama a zo an den choant chanj traou ar bed ha sonj a ra da mont kuit GI'S eus Irak , serret tou-Bach Gwentanamo met e memes tra sonj a ra Barak Obama kas GI'S da Afghanistan . an niverenn braza eus ar poblans dre ar bed a sonj an dra mat a zo president USA an den evel Obama evit chanja spered an dud ha kemer muioh gwirionez evit an dud paour ha minorelez. Kalz dud o deus kasoni ouz poltic G.Bush hag int a zo laouenn da sel echu eo gant G.Bush. An amzer President G.Bush a oa ur mare diaesoch evit tout an dud da gentan gand an arsailh enep touriou ar "Trade Center" e 9/11/2001 ha goude gant ar brezel enep Sadam Hussein hag Afghanistan setu breman an dud choant da veva hep trouz gant ur president nevez-se.

Setu ur bern photoiou al lidou Presidentelez USA: Clikit war al liam a heulia-se:

http://www.nytimes.com/slideshow/2009/01/17/us/20090117-TRAIN_10.html

mardi 20 janvier 2009

Ur President nevez e USA

Barak Hussein Obama, a zo, hirio an deiz, an 20 a viz genver 2009, ar President nevez america. Ar Prezident nevez a zo eus strolad Democratelez, gant penou braz evel, Hillary Clinton, he waz Bill...
Evit ar wech gentan an den du a zo ar President hag an dra-se e vo pouesusan evit ar bloavechiou a zeu.

samedi 3 janvier 2009

BARAK HUSSEIN OBAMA

Bloavez mat evit an tout lenerien ma blog Keleier Breiz. Ar bloa-se n'eus ket evit ar re all , an dra-se zo sur. 2009 e vo wellet ur President nevez e Stadou Unanet America, ar pevar ha dou-ugenvet president Stadou-Unanet. Ha Chwoui houlenn ho ene perak n'eus ket ur prezident evel ar re all?? Se zo aes koulkoude. Peogwir ar president nevez-man zo du e liou! Ya, Chwoui ho peus lennet mat: ur president du e liou war penn Stadou Unanet. Evit ar wech kentan ar bed o vont da sell ur President du war penn Stadou Unanet. Lavaret am eus evit ur mignoned din an dra-se a zo evel an hini genta a oa laket e troad war al loar. E buhez mab den zo traou braz kenan evel-se. Un den du e liou barz en ti gwenn evit ar wech kentan. Barak Hussein Obama a vez graet dezi. Ur President hanter protestant hag hanter musulman, e zad a zo deus bro Kenya e Africa hag ur muzulman eo, e breur ivez a zo ur musulman.Met ar pez n'eo ket choariet , koulkoude, peogwir n'eus ket kalz traou nevez gant ar president se. Minitr ar brezel a zo memes minitr eus an amzer President George Bush, sonjit 'ta!! Ya , Gates graet dezan, n'eo ket memes Gates deus internet microssoft, nann , nann , unan all eo . Ur Gates all eo.
Dies da lavarout petra e vo chenjet gantan, Gwantanamo e vo closed se-zo sur met kalz a zud sonj ar brezel nevez a vo graet enep Iran war abeg armou nucleel.
Setu evit hiriu. KenavO.

Membres