mercredi 26 août 2009

Ifig Flatres ha Oktopus Kafe

Ifig Flatres ha Oktopus Kafe

Abaoe 2006 emañ Ifig Flatres o kanan gant ar strollad Oktopus Kafe.

Eus pelec’h oc’h ?

Ganet on bet e Pont-‘n-Abad ha desavet on bet e karter Sant-Voran e Kombrid. Mes daoust da vezañ bigouter ‘m eus ar santimant bezañ sitoian bihan ur voul-douar a ya war strishaat.

Penaos oc’h kroget da ganañ e brezhoneg ?

Ar wech kentañ din da ganañ e brezhoneg en un doare resis a oa en illiz. Gant kantikoù am eus kroget. Brezhonegerien eo ma zud mes ne m’eus ket klevet gante chañsonioù e brezhoneg.Kanañ ‘ra ma zad med e galleg. Sonioù kentañ am eus klevet pa oan bugel a oa er bloavezhioù 1970 war elektrofon ma c’hoarezed henañ : pladenn zu Alan Stivell en Olympia… Maget on bet kalz gant bed ar vrezhonegerien a-vihanik tro-dro din araok dont da vad war dachenn ar c’han. SKOULMET eo bet an div neudenn hini ar yezh hag ar c’han da vare oan KRENNARD. Hag abaoe e kendalc’han gant ar gordenn-se.

Tapet am eus un tamm anaoudegezh war ar yezh el lise hag er skol-veur.
Peseurt muzik a selaouec’h neuze ?

Tro dro d’an oad a ugent vloaz e selaouen muzik diouzh ar c’hiz (New Order, The Cure, Depeche Mode…) hag ar C’hoarezed Goadec. Pa oan studier e Bro Elsass e teuen div wech ar bloaz d’ar gêr evit ar vakansoù. O tistreiñ da Mulhouse e tigasen ganin POURVEZIOU-HENT : levrioù ha pladennoù e brezhoneg. Selaouet am eus evel-se Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, Denez Prigent… D’ar c’houlz-se e kanen e predoù familh pe evit mignoned pe c’hoazh ma unan. Ur wech distroet e Breizh e fin ar bloavezhioù 1990 em eus kroget ur gwir vuhez brezhoneger ha kaner. Klasket am eus deskiñ kan ha diskan. Ha chañs bras am eus bet d’ober anaoudegezh gant Louise Ebrel. Ganti am eus desket ur bern war fed HENGOUN ha micher. Hag abaoe E C’HOARIAN MA FRI-FURCH hag e lakaan ma divskouarn da labourat kalz evit mont war raok.


Kanet ‘peus gant meur a strollad, kanaouennoù bet dastumet pe kanaouennoù savet ganeoc’h ?

Gant Louise Ebrel am eus kanet abaoe ar penn-kentañ, ouzhpenn dek vloaz zo bremañ.Gant Christian Rivoalen e kanan ivez a-wechoù. Kan hengounel, da zansal pe da selaou a teu ganeomp. N’em boa ket labouret kement-se gant sonerien a-raok kregiñ gant ar strollad Oktopus Kafe. Evit poent on bet maget kalz gant sonioù kozh ha stag eus daou derouer : Kerne uhel ha Kerne Izel, hag ar Vro Vigoudenn en un doare resisoc’h. Muioc’h mui e sav ennon C’HOANT DA GROUIN traoù nevez, ha kentoc’h da skrivañ pojoù. Plijet on da selaou ar pezh a vez savet gant Marthe Vassalo pe Christian Duro pe c’hoazh gant ijin Nolwenn Korbel.An dud-se a vroudo ac’hanon ma vez da ober un dra bennak un deiz bennak med eviton N’EO KET ERRU AZO AR FROUEZH… Un taolig esae am eus graet mes war dachenn ar muzik : savet am eus un ton evit kanañ barzhoneg Per-Jakez Helias «Marh ar Bed».

kanañ a rit gant ar strollad oktopus kafe : pevare eo bet savet ar strollad ? petra eo ho c’hoant ?

Savet eo bet ar strollad e 2003 tro dro da dri soner, Jean Floc’h (akordeoñs), Alain Léon (gitar) et Pierrick Tardivel (gourebed). Ar pal a oa er penn-kentañ seniñ traoù hengounel en ur mod nevez, mes ivez sevel tonioù nevez ha labourat en un doare digor war stummoù WAR BRIM. Krouet eo bet danvez seniñ lec’hiet e Breizh mes digor war ar bed hag an amzer a-vremañ. E 2006 on bet pedet gante. D’ar c’houlz-se eo en em droet ar raktres hag an doare labourat kentoc’h war zu ar vouezh : gêrioù, pozioù chansonioù ha gwerzioù, barzhonegoù e rimoù pe e KOMZOU-PLAEN, e galleg pe e brezhoneg, eus Breizh pe eus lec’h all. E miz meurzh 2006 hon eus kemeret perzh e Nevez Amzer ar Varzhed (Printemps des poêtes). Kinniget hon eus un dibab testennoù hag istorioù karantez (Per-Jakez Hélias, Max Jacob...). Abaoe hon eus kendalc’het da vont pelloc’h war an hent-se : klask el lennegezh, adaptiñ gant sonerezh, lenn a vouezh uhel. Alies mat eo tammoù buhez berr ha lemm a vez kontet gant klotennoù pobl pe gerioù kizelet ha masonet gant skrivagnerien. Plijout a ra deomp an dro lavar « gwerz à l’encre de seiche » evit ar meskaj liv «sépia» an hengoun gant liv pluenn arzourien a-vremañ.
Gerioù diaes
Skoulmet : noué.Krennard : adolescent.Pourvezioù-hent : des provisions.Hengoun : tradition.E c’hoarian ma fri-furch : je fais mon curieux.C’hoant da grouiñ : envie de créer.N’eo erru azo ar frouezh : le fruit n’est pas mûr.War brim : improvisé.Komzoù-plaen : prose.

Gweltaz Adeux Trio : rockerien e brezhoneg
A-raok kontañ diwar-benn ho strollad nevez «Gweltaz Adeux Trio» zo bet war al leurenn en Erer Kozh eizhtez zo, larit deomp petra eo bet ho pennad-hent a-raok ? Un hir a hent eo bet evel-just. Sonet em eus bet er strollad breizhek-finnek eus an Naoned anvet EV e-pad ouzhpenn 25 vloaz. Kroget e oa bet hon troioù-kaer d’ar 27 a viz C’hwevrer 1981. Amzer hor boa bet da embann FORZH PLADENNOU, o kregiñ gant pladennoù du evel-just, a-raok embann war-dro eizh CD ha meur a zastumadeg, betek an hini diwezhañ 30 vloaz Rock e Breizh, skignet gant COOP Breizh. Ul liamm eo ar bladenn-mañ abalamour ma kavomp warni EV, meur a strollad hag ivez Gweltaz ADEUX hag E DRIAD nevez (C’ha, c’ha !). Un amzer plijus bras eo bet ar prantad EV.


Penaos eo bet graet ganeoc’h da boent EV al liamm etre ar brezhoneg hag ar sonerezh rock hag ar Finneg ?

Abaoe ma yaouankiz pa ne gomzen ket brezhoneg c’hoazh, em boa divizet kanañ rock e brezhoneg. KEJET ‘MEUS gant tud a gomze ur yezh all, setu penaos e voe graet al liamm. Dedennet e oa pep hini gant sevenadur egile, o tizoleiñ Breizh evito ha Suomi evit ar re all.
Plijet en deus kalz EV d’ar vrezhonegerien yaouank, dre ma ne oa d’ar poent nemedoc’h o kanañ rock e brezhoneg : ur stourm evit kanañ e brezhoneg ?Pa vez kanet e brezhoneg e vez diaes-tre chom e-maez ar jeu. Dre gaer pe dre heg e chom c’hoazh ar brezhoneg ur stourm. Ma kemeromp skouer ar skolioù : penaos digeriñ ur skol nevez, FORAN pe Diwan pe brevez, dav eo pep tro kaout TUD MENNET evit reiñ lañs ha stourm c’hoazh evit kenderc’hel. Setu perak omp bet SKOAZ OUZH SKOAZ gant ar skolioù, gouelioù Diwan hag ur blijadur e oa bet. Koulskoude hor boa graet e diavezh Breizh ur bern traoù e peurrest Europa ‘blam ma kanemp e brezhoneg. LIAMMOU hor boa e Kembre, e Fryslân hag all… hag e Suomi evel-just.

Komzit deomp eus ho strollad nevez ? Petra zo ganeoc’h war ar stern ?

Hiriv e vo kendalc’het an troioù-kaer en ur mod all gant ur skipailh nevez : Nico Guerin gant AN ISGITAR hag Anabelle Calvez gant an taboulinoù.Foetañ bro c’hoazh hag adarre ‘vefe ket re fall. Kinniget eo bet din n’eus ket pell zo c’hoazh RAKTRESOU evit Suomi (Finland) gant UN AOZER TROIADOU a anavezan mat.Ur bladenn nevez a vo enrollet en Naoned e miz Gwengolo, setu ar pezh am bo d’ober. Skignet vo gant Coop Breizh. Daleet eo bet betek-hen evit meur a abeg, daoust ma ouzon mat eo gortozet abaoe pell… Gortoz pell, gortoz gwell !Ur bladenn a vo savet gante a-benn miz Gwengolo.


Penaos eo paseet an traoù ganeoc’h er Erer Kozh ? ar wech kentañ e oa deoc’h ?

Plijet-tre omp bet da vezañ pedet ha da zont en Erer Kozh. An tammig muioc’h a foet a oa warnomp marteze… kar morioù a dud a zo war dachenn Kerampuilh memestra. Peadra da vezañ skoet. An degemer gant skipailh ar c’habaret breizhad zo bet plijus kenañ. Ne oa ket ar wech kentañ din dont d’an Erer Kozh mes ar wech kentañ memestra dont da ganañ du-hont. Paseet eo mat an abadenn. Hag ar paotr Lenni Kravitz zo bet dreist : laosket en deus ur c’hard eur deomp evit echuin hol lodenn araok kregiñ gant e hini. Deuet oa tud evit selaou ac’hanomp A-RATOZH, lod zo deuet dre zegouezh marteze sachet ivez gant skeudennoù Gwarez Filmoù Breizh. Ur publik digor hag aketus oa. Daoust d’an emgavioù gant sonerien meur all a oa war leurennoù brasoc’h lod a zo chomet betek ar fin. Ha brav eo bet deomp goude ar «stress» kentañ en em gavout SEDER er fin.

Perak kanañ e brezhoneg hag e galleg ?

Evit poent n’eus nemet ur son a zo DIVYEZHEK da vat : «Rozenn Kernitu». Ur barzhoneg savet e div yezh gant Per Jakez Helias hag a zo kenkoulz e brezhoneg hag e galleg. Padal un eil barzhoneg «Marh ar Bed» ne m’eus ket faotet kanañ e galleg peogwir ne gavan ket KEMENT A DALVOUGEZH hag a vlaz gantañ e galleg. Dre vras e soñj din eo LIESYEZHEK ar bed. Hag evit reiñ blas ar brezhoneg da dud all n’eo ket fall a-wechoù kaout an daou mesket. Ha gant ar barzhoneg hon eus dibabet eo kempouezh hud ha KENED ar gerioù en div yezh. Mes plijout a rafe deomp mont pelloc’h. Ur barzhoneg troet e galleg diwar ar spagnoleg ha lenn a vouezh uhel keit e vez sonet un tango kempennet e mod Oktopus Kafe. Ar soñj a vefe en dazont marteze e kanañ e spagnoleg. Ur c’hoant kuzh gant al loen «Poch an toer» an oktopus mont da seniñ e Bro Arc’hantina un deiz bennak…
C’hoari muzik p’emañ an dud o sellet ur film evel ma rit zo un dra nevez, displegit ar «c’honcept-se» deomp ?KEJET HON EUS gant Claude Arnal eus Gwarez Filmoù Breizh evit sevel ar raktres abadenn -mañ asambles. Labouret eo bet dija gant ar Sinematek war raktresoù ar seurt-se a lak ul liamm etre ar muzik, ar c’han hag ar filmoù DIELLOÙ MUT. Evel se eo bet savet «Rites de Passage» gant Laurent Le Bigot. Fellout a rae d’Oktopus Kafe mont ivez war an hent-se brudañ ha liammañ. Ar pal n’eo ket «doubliñ» evel un eil-mouezhiañ filmoù mut mes krouiñ un abadenn nevez gant meur a live kroazet, ha ster ha talvoudegezh ouzhpenn, hep diframmañ filmoù fraost un tamm a-wechoù.

Peseurt raktresoù a zo ganeoc’h bremañ ?

Ur bladenn a zo war ar stern hag a vo enrollet e miz Here. EM BRODUET e vo. (Digor eo ar RAKPRENAÑ dija : 15 euro / chekennoù war añv ar gevredigezh Poch an toer / e ti Alain Léon – chemin de Coat Goarem – 29000 Kemper). AR PAL a zo e teufe er-maez e miz C’hwevrer 2010. Evit ar c’houlz-se ivez emaomp o sevel UR RAKTRES RESIDAÑS, pe bod ha krouiñ, evit mont donoc’h ha pelloc’h gant al labour savet asambles gant Gwarez Filmoù Breizh.

GERIOU DIAES

A-ratozh : exprès.Seder : calme, épanoui.Divyezhek : bilingue.Kement a dalvoudegezh : autant d’intérêt, de valeur.Liesyezhek : mutilingue.Kened : beauté.Kejet hon eus : nous avons rencontré.Dielloù mut : archives en muet.Rakprenañ : souscrire.Em broduet : auto-produit.Ar pal : le but.Ur raktres residañs : un projet de résidence.

Liseidi war leurenn an Erer Kozh
Tri gamarad e oant daou vloaz ‘zo e Lise Diwan. Krog e oant da c’hoari muzik asambles, un’ a gane, Kaou an Davey, Maze Bergot ’save pozioù ha Mael Guego sone gant ar gitar. Ha n’eus ket gwall bell ‘zo deut un nebeut mignoned all ‘barzh ar strollad Egin.
Ar strolladOuzhpenn Mael ha Kaou e kan Chan Bremsal Le Moulliour. Seniñ ‘ra Glen Merien gant an uilleann Pipe, Gwenole Breton gant AN TAMBOULINOU, ha Thomas Laquaine gant an harmonica. Peseurt muzik a vez gante ? meskaj un tamm, peogwir eo TROET lod GANT muzik rock, lod all gant blues ar bloavezhioù 60, lod all gant muzik Bro Iwerzhon.Ha deus petra vez kaoz en o c’hanaouennoù ? deus ar yaouankiz, deus beajoù, deus AR VUHEZ PEMEZIEK ha deus ar vro a lar Gwenole. Ar brezhoneg a zo kreiz hon c’hanaouennoù a lar Kaou ar c’haner.

Penaos vez kaset an traoù war-raok ?

Ur wech savet ar c’homzoù e labour Mael da sevel muzik : goude holl asambles e KLINKONT an traoù ha pep hini da roiñ e soñj. Plijadur oa forzh pegement d’ar merc’her a-raok an Erer Kozh pa oant o PLEUSTRIN er Claj e Karaez. O pleustriñ evit petra ?
Ar re yaouankañ war al leurenn emichañs !Gounezet eo bet gante priz an Taol lañs e miz Gouel Yann e Karaez ; souezhet-bras int bet ! Ha gant se int pedet da vont da c’hoari evit an Erer Kozh d’ar sul goude lein. Gant ar briz -se int bet pedet da vont da c’hoari ivez evit gouel ar Rouedoù glas e Konkerne. Ouzhpenn-se VO ROET TRO DEZHO da enroll ur bladenn e studio ar CLAJ e Karaez ‘pad ur sizhun. Tapet o bak gante toud, lod a vo o studial en Alre, e Roazhon, pe En Naoned met graet eo o soñj gante, ‘benn bloaz en em gavint e Karaez asambles da labourat war ar muzik !

GERIOU DIAES

An tamboulinoù : les tambours, la batterie.Troet gant : intéressé, attiré par.Ar vuhez pemdeziek : la vie quotidienne.E klinkont : ils décorent, ils font des arrangements (musicaux).Pleustriñ : s’entraîner, répéter (pour la musique).Tro vo roet dezho : l’occasion leur sera donnée.

Aucun commentaire:

Enregistrer un commentaire

Membres