Hiriou ar 10/06/2009 à 10:30
Mona Ozouf , merc’h Yann SohierE gwerzh emañ levr diwezhañ Mona Ozouf « Composition française ». ur sell eo war eñvorennoù he bugaleaj C’HWEK HA C’HWERV war un dro.
Chomet MINOREZ, da bevar bloaz, pa oa marv he zad da dregont vloaz, mestr skol laïk e oa. Chom a reas neuze gant he mamm, mestrez-skol ivez. Homañ, glac’haret da viken, oa n’em daol da vevañ he KANV, distag deus ar vuhez ordin.. Derc’hel a reas KASONI e-keñver” an Emsav breizhat” ha brezhonek a oa, hervezi, kiriek deus maro he gwaz, dre ma oa bet ur stourmer re galonek ‘vit ar brezhoneg hag e vro. Ar vrud a rede e oa MARV WAR AR STERN.
A- drugarez dezhi e pareas Mona deus KANV ha diouer he zad, un tad tost DIANAVd’ar plac’hig nemet dre eñvorennoù he mamm. Ar vamm-gozh, gwir breizhadez sonn ha kreñv, n’oa ket desket galleg met memestra e lare e oa gallez da vat! Ar pezh na gomprene Mona ket gwall vat .
Mona oa skoliatet e skol publik Plouha, gant merc’hedigoù he oad, eno oa he mamm renerez. Marteze n’em gave ket tre en he flas eno hag en em daolas DA LENN STANK levrioù he zad. Eviti e oa ur veaj en ur bed all, “bed ar gêr“. Levrioù he zad troet war ar bed keltiek oa kalz dedennusoc’h ha pinvidikoc’h evit re ar skol publik!
mardi 28 juillet 2009
Inscription à :
Publier les commentaires (Atom)
Aucun commentaire:
Enregistrer un commentaire