Diwalit!! Al lizer "c" a zo caled atao barz an destenn man ha ne'o ket evel ar "c" gallec.
Eman ar brehonec a zo marou evel ur yez comzet. Setu breman eo bet dilezet ar brehonec gand an dud dindan hanter cant vloaz. An discar a zo aet buanoh buanan abaoe ar brezel 1939-1945, hac an divroadec braz a oa erruet war leh, tost ur million hanter eus breiziz o dues kcuitaet Breiz evid caout ul labour bennac pell eus o vro.
Alies e vez lavaret : biscoaz n'eo bet ar brehonec studiet , scrivet, embannet evel m'eman breman . Gwir eo. An dec embannadur bennac a zo e brehonec hac war internet milliadou ha milliadou oberennou , pennadou ha diellou a zo skignet pep deiz. Magadur d'ar spered , da neb a gar lenn , selaou ar brehonec. Met ar brehonec a vez comzet nebeutoh nebeutan. Neuze eo ar yez o tont , evel al latinec, ar gresianec coz, pe an hieroglif, yez coz ar Faraoned. D'eus outi, n'eo chomet nemet anoiou lehiou, anaiou tud, gériou aet e yezou estren, scritellou papyrus hac all...
War an hent se eman ar brehonec, 200 000 mil a dud a oar brehonec hiriu an deiz ?? Oh, n'eo ket gwir. Un tommic a dud a oar brehonec hiriu an deiz hac ar peurliesan o deus ancouet o brehonec hac oh ober gant ar galec penn da benn. War ar maez, e corniou zo , tachennou a-bez a zo bet collet o brehonec ganto, war enez Groé pe Greveur ne cho ket brezoneger ebet, daou chom hoaz war enez Eussa. Lehiou zo : bro ar bigoudenned, bro ar Hab Sizun, Bro Leon, darn eus Bro Dreger, e cichen Landreger dreist oll, a zalh mad, cornadou bihan eus Bro Wened,en Argoad ivez; collou spontus a zo avat.Dilezet eo ar brehonec e Ledenez Craon; a hed an aod eus ar ster oded da Gemperlé (fall eo bet an traou eno abaoé pell zo).
Diarbarz ar vro : Cernew uhel a goll buan ar yez; an discar brazan a zo er Morbihan hac endro da geriou zo : Brest, an Oriant; Conc Cernew, Pondi met ivez endro da lehiou evel Perroz Benodet.
Evid Cemper, Montroulez, Castelin, Landreger, tro dro, n'eo ket ken goaz evid hoaz. Dre vraz, erruet a ra ar pez a zo erruet en Iwerzon : trpasiou a vez toullet, war du an aodou, o tispartian tamm ha tamm ar blocad a oa bet Breiz izel.
An abegou:Me sonj, n'eo ket posibl da damall unan bennac pe ur stad bennac dre striz. Ar vretoned o deus collet o yez gand o franciz .Met gwellomp an abegou hon amzer: Da gentan souezus eo da well oll leoriou bouezus war breiz, he sevenadur hac e yez a zo embannet e galec: Leoriou bouezus war istor breiz, pe en enclasc war ar yez pe ur geriadur brehonec-gallec, an oll a zo implijet ganto ar gallec evel ar yez labour.
a) Ar vreizis n'int ket dieub da zeskin o yez e scoliou breiz. Ar vretonned a oa castizet gwechall pa unan a gomze brehonec er scol ha coulcoude hen ne oar yez ebet all.
b) An divroadec: ar vrezonegerion a guitae ar vro bep bloaz a gase o brehonec ganto hac e zileze anehan e leh edont aet da chom.
c) An dispriz a vage ar vretoned evid o yez. Red e oa dezo, dizesc maz edont war o yez, cenderhel da gomz, dre voaz, ur vriz yez trefoet, mastaret pell zo, mastaret muioh mui gant geriou ha troiou lavar gallec pe latinec.
Ar gallec hepcen a veze descet er scoliou ar républic betag breman. Er gallec centeliet, er gallec lennet eo eta e vezo cemeret ar geriou o deus ezomm anezo.
Calz doujans o doa evid ar gallec, yez an dud descet, yez an academiez, yez scrivagnierion vraz evel V.Hugo, Racine, Pascal, Molière...Sartre..ar gallec, ar yez a rancet ober ganti evid uhellat e stad ha stad ar vugale, a vennere o mad brasan (reiz eo!). Centogh eget chom hanter hent etre ur brehonec briz ha ur gallec saout (levezonet gand geriou ha traou lavar e brehonec o doa mill boan o dilezele), mont war ar gallec a oa pal pennou ar vrezonned, mont e gallec d'an dud evid en em uhelaat. Ar mennoz a oa ne gomzer ar brehonec nemet dre ma n'heller ket ober a hend all. Setu perac e vo respontet e gallec pa gomzot ouz brezonegerion bennac.
Daou zen a comze brehonnec etrezo , pa dostait outo en em lacait da gomz gallec.
* Ar vugale : Iskis eo breman clevout bugale o comz brehonec. Ya, iskis eo deuet da vezan rac an oll vugale ne vez comzet nemet gallec outo e pep leh breman. Ar sizun dremenet comzet 'm eus gant ur scolidi diwan, nao bloa en deus hac brezoneger ampart eo coulcoude trist eo peogwir e zud ne oar ket brehonec , geriou hepcen, hac a gomz gallec gand o bugel.
O herent a ouié brehonec gwechall; hanter hent e oant chomet, taget mad gant ar gallec. Seul belloh diouz an tadou gour, seul nebeutoh a vrehonec a ouier. Gallec hepcen gand an tadou hac ar mamou eta, ouz o bugamle adalec an oad teneran.
Breman priziou gallec a vo roet dezo er scol gallec evid o gallec mad tre, ar yez nemeti descet dezo er scoliou: "Mad evel se a lavar ar gerent , ar brehonec ne servij da netra hac ouzpenn se an neubeut leoriou sciant a zo scrivet e brezonec hag an oll clascerion war ar brezonec a scriv e gallec, sell 'ta, site internet "Cernarcer" penaos e vez descet an dud da zesc gallec evid bez gouest war brezonec. Da scouer ar hazetenner Fanch Boudic en deus embannet ul leor war stat ar yez brehonec e gallec hac evel ni a zo zot ha ne ouzomp gallec al leor e vo troet e brezonec eus ar gallec?? evid piou??? Perac trein ul leor e brhonec hac an oll dud a zo gouest da lenn anezan e gallec?? Atao e vez graet eus ar brehonec evel ur yez dister ha disciant hac ar callec yez tud chentil ha descet.
Taget eo ar maeziou; n'eo ket crenv a-walh cen an endro da zerhel ar brehonec bev. Er hériou, er vourhiou, er staliou , war ar radiou, war ar scinwell ar gallec pa ar saoznec hepcen a heller sellaou. Sizun tremenet clevet 'm eus ur vintin e oa pemp minutenn e brezoneg ha teir eus canaouenou e saozned war strollad radiou brezoneg stalic.com, ur vez eo. Evel gwechall an hini a gomz brehonnec barz porz ar scol e veze lacet dezan ur botou coad war dro e coug breman ni a zo castizet gant ar hanaouenou saoznec, red eo evid an ned hoant seallaou un tammig brehonec da sellaou saoznec pe gallec e-pad euriou ha euriou.
Ar gallec evel ar saoznec a zo aze avat , prest ha caer gant lizeriou cloc latinec ha gouest eo descin drezan ar matematicou hac ar chimic met gant ar brehionec mank a ra calz lizeriou evid ar matematicou: da scouer penaos e fellit scriv ur function f(x)=y+x pa vez descet doh e brehonec n'eus ket lizeriou "c,q,x"?? Hac e gallec pe saoznec zo.
Grit gantan eta, pa n'oh ket evid ober a hend all . Ar gallec evel ar saoznec a zo un dra ret.
-Ar gounid argent: Gand ar gallec e tiluziit hoh aferiou, labourerion-douar, helennerion scoliou veur, n'eo ket gand ar brehonec emichans!
Met , a lavarot, Brezoned zo a chom stag ouz o yez, dre ar galon, dre n'eman yez ar re goz, o herent, hoaz en o discouarn. Gwir awalh,met ar bed neue o trein buan, n'eus ket a blas evid ar galon pa ne glot ket ezommou ar galon cen gant ar hounidegez hac ar madou.
-Breiziz zo avat o deus gwelet an drouc. Carout a reont o bro, carout a reont o yez. Stour a reont evid o yez, o sevenadur, o franciz, evel ar rummadou all o araoc e lavaront evid beza descet ar brehonec evid pep bugel eus Breiz . Ar vretonned o houlenn evid ma vo crouet scoliou evid stumma an dud war micheriou ar mediaou e brezonec. Ar vretonned a stourm evid gwella o buhez.... Da be vad? Pa fell d'ar renerion bro Hall mougan, peur vougan yez ar vrehoned. Gand amzerin, a sonj d'ar re se, e teuint da benn vat, hac un deiz ne vo mui a houlemnadegou rac peurhallecaet pe fransisirion e vezo bet ar vro .
Perac goulenn ouz ar halloued ober ho labour?? Ha diwar beseurt abegou??
Souezus oun pa lennan cazetennou huzul veyur breiz an autrou an Drian, n'eus brehonec ebet barz, memes tra evoid scinwel Rohaon 35 pe armor tv. Perac stour evid ar yez brehonec e memes amzer ar boliticien ne ra netra?? Red eo deomp da houlenn 20% articlou e brehonec barz hazetennou huzuliou breiz pe cazetennou meaerdiou breiz. Red deomp stour evid uhela euriou abadennou war scinwell Rohanon 35 hac armor tv.
vendredi 28 août 2009
mercredi 26 août 2009
Ifig Flatres ha Oktopus Kafe
Ifig Flatres ha Oktopus Kafe
Abaoe 2006 emañ Ifig Flatres o kanan gant ar strollad Oktopus Kafe.
Eus pelec’h oc’h ?
Ganet on bet e Pont-‘n-Abad ha desavet on bet e karter Sant-Voran e Kombrid. Mes daoust da vezañ bigouter ‘m eus ar santimant bezañ sitoian bihan ur voul-douar a ya war strishaat.
Penaos oc’h kroget da ganañ e brezhoneg ?
Ar wech kentañ din da ganañ e brezhoneg en un doare resis a oa en illiz. Gant kantikoù am eus kroget. Brezhonegerien eo ma zud mes ne m’eus ket klevet gante chañsonioù e brezhoneg.Kanañ ‘ra ma zad med e galleg. Sonioù kentañ am eus klevet pa oan bugel a oa er bloavezhioù 1970 war elektrofon ma c’hoarezed henañ : pladenn zu Alan Stivell en Olympia… Maget on bet kalz gant bed ar vrezhonegerien a-vihanik tro-dro din araok dont da vad war dachenn ar c’han. SKOULMET eo bet an div neudenn hini ar yezh hag ar c’han da vare oan KRENNARD. Hag abaoe e kendalc’han gant ar gordenn-se.
Tapet am eus un tamm anaoudegezh war ar yezh el lise hag er skol-veur.
Peseurt muzik a selaouec’h neuze ?
Tro dro d’an oad a ugent vloaz e selaouen muzik diouzh ar c’hiz (New Order, The Cure, Depeche Mode…) hag ar C’hoarezed Goadec. Pa oan studier e Bro Elsass e teuen div wech ar bloaz d’ar gêr evit ar vakansoù. O tistreiñ da Mulhouse e tigasen ganin POURVEZIOU-HENT : levrioù ha pladennoù e brezhoneg. Selaouet am eus evel-se Yann-Fañch Kemener, Erik Marchand, Denez Prigent… D’ar c’houlz-se e kanen e predoù familh pe evit mignoned pe c’hoazh ma unan. Ur wech distroet e Breizh e fin ar bloavezhioù 1990 em eus kroget ur gwir vuhez brezhoneger ha kaner. Klasket am eus deskiñ kan ha diskan. Ha chañs bras am eus bet d’ober anaoudegezh gant Louise Ebrel. Ganti am eus desket ur bern war fed HENGOUN ha micher. Hag abaoe E C’HOARIAN MA FRI-FURCH hag e lakaan ma divskouarn da labourat kalz evit mont war raok.
Kanet ‘peus gant meur a strollad, kanaouennoù bet dastumet pe kanaouennoù savet ganeoc’h ?
Gant Louise Ebrel am eus kanet abaoe ar penn-kentañ, ouzhpenn dek vloaz zo bremañ.Gant Christian Rivoalen e kanan ivez a-wechoù. Kan hengounel, da zansal pe da selaou a teu ganeomp. N’em boa ket labouret kement-se gant sonerien a-raok kregiñ gant ar strollad Oktopus Kafe. Evit poent on bet maget kalz gant sonioù kozh ha stag eus daou derouer : Kerne uhel ha Kerne Izel, hag ar Vro Vigoudenn en un doare resisoc’h. Muioc’h mui e sav ennon C’HOANT DA GROUIN traoù nevez, ha kentoc’h da skrivañ pojoù. Plijet on da selaou ar pezh a vez savet gant Marthe Vassalo pe Christian Duro pe c’hoazh gant ijin Nolwenn Korbel.An dud-se a vroudo ac’hanon ma vez da ober un dra bennak un deiz bennak med eviton N’EO KET ERRU AZO AR FROUEZH… Un taolig esae am eus graet mes war dachenn ar muzik : savet am eus un ton evit kanañ barzhoneg Per-Jakez Helias «Marh ar Bed».
kanañ a rit gant ar strollad oktopus kafe : pevare eo bet savet ar strollad ? petra eo ho c’hoant ?
Savet eo bet ar strollad e 2003 tro dro da dri soner, Jean Floc’h (akordeoñs), Alain Léon (gitar) et Pierrick Tardivel (gourebed). Ar pal a oa er penn-kentañ seniñ traoù hengounel en ur mod nevez, mes ivez sevel tonioù nevez ha labourat en un doare digor war stummoù WAR BRIM. Krouet eo bet danvez seniñ lec’hiet e Breizh mes digor war ar bed hag an amzer a-vremañ. E 2006 on bet pedet gante. D’ar c’houlz-se eo en em droet ar raktres hag an doare labourat kentoc’h war zu ar vouezh : gêrioù, pozioù chansonioù ha gwerzioù, barzhonegoù e rimoù pe e KOMZOU-PLAEN, e galleg pe e brezhoneg, eus Breizh pe eus lec’h all. E miz meurzh 2006 hon eus kemeret perzh e Nevez Amzer ar Varzhed (Printemps des poêtes). Kinniget hon eus un dibab testennoù hag istorioù karantez (Per-Jakez Hélias, Max Jacob...). Abaoe hon eus kendalc’het da vont pelloc’h war an hent-se : klask el lennegezh, adaptiñ gant sonerezh, lenn a vouezh uhel. Alies mat eo tammoù buhez berr ha lemm a vez kontet gant klotennoù pobl pe gerioù kizelet ha masonet gant skrivagnerien. Plijout a ra deomp an dro lavar « gwerz à l’encre de seiche » evit ar meskaj liv «sépia» an hengoun gant liv pluenn arzourien a-vremañ.
Gerioù diaes
Skoulmet : noué.Krennard : adolescent.Pourvezioù-hent : des provisions.Hengoun : tradition.E c’hoarian ma fri-furch : je fais mon curieux.C’hoant da grouiñ : envie de créer.N’eo erru azo ar frouezh : le fruit n’est pas mûr.War brim : improvisé.Komzoù-plaen : prose.
Gweltaz Adeux Trio : rockerien e brezhoneg
A-raok kontañ diwar-benn ho strollad nevez «Gweltaz Adeux Trio» zo bet war al leurenn en Erer Kozh eizhtez zo, larit deomp petra eo bet ho pennad-hent a-raok ? Un hir a hent eo bet evel-just. Sonet em eus bet er strollad breizhek-finnek eus an Naoned anvet EV e-pad ouzhpenn 25 vloaz. Kroget e oa bet hon troioù-kaer d’ar 27 a viz C’hwevrer 1981. Amzer hor boa bet da embann FORZH PLADENNOU, o kregiñ gant pladennoù du evel-just, a-raok embann war-dro eizh CD ha meur a zastumadeg, betek an hini diwezhañ 30 vloaz Rock e Breizh, skignet gant COOP Breizh. Ul liamm eo ar bladenn-mañ abalamour ma kavomp warni EV, meur a strollad hag ivez Gweltaz ADEUX hag E DRIAD nevez (C’ha, c’ha !). Un amzer plijus bras eo bet ar prantad EV.
Penaos eo bet graet ganeoc’h da boent EV al liamm etre ar brezhoneg hag ar sonerezh rock hag ar Finneg ?
Abaoe ma yaouankiz pa ne gomzen ket brezhoneg c’hoazh, em boa divizet kanañ rock e brezhoneg. KEJET ‘MEUS gant tud a gomze ur yezh all, setu penaos e voe graet al liamm. Dedennet e oa pep hini gant sevenadur egile, o tizoleiñ Breizh evito ha Suomi evit ar re all.
Plijet en deus kalz EV d’ar vrezhonegerien yaouank, dre ma ne oa d’ar poent nemedoc’h o kanañ rock e brezhoneg : ur stourm evit kanañ e brezhoneg ?Pa vez kanet e brezhoneg e vez diaes-tre chom e-maez ar jeu. Dre gaer pe dre heg e chom c’hoazh ar brezhoneg ur stourm. Ma kemeromp skouer ar skolioù : penaos digeriñ ur skol nevez, FORAN pe Diwan pe brevez, dav eo pep tro kaout TUD MENNET evit reiñ lañs ha stourm c’hoazh evit kenderc’hel. Setu perak omp bet SKOAZ OUZH SKOAZ gant ar skolioù, gouelioù Diwan hag ur blijadur e oa bet. Koulskoude hor boa graet e diavezh Breizh ur bern traoù e peurrest Europa ‘blam ma kanemp e brezhoneg. LIAMMOU hor boa e Kembre, e Fryslân hag all… hag e Suomi evel-just.
Komzit deomp eus ho strollad nevez ? Petra zo ganeoc’h war ar stern ?
Hiriv e vo kendalc’het an troioù-kaer en ur mod all gant ur skipailh nevez : Nico Guerin gant AN ISGITAR hag Anabelle Calvez gant an taboulinoù.Foetañ bro c’hoazh hag adarre ‘vefe ket re fall. Kinniget eo bet din n’eus ket pell zo c’hoazh RAKTRESOU evit Suomi (Finland) gant UN AOZER TROIADOU a anavezan mat.Ur bladenn nevez a vo enrollet en Naoned e miz Gwengolo, setu ar pezh am bo d’ober. Skignet vo gant Coop Breizh. Daleet eo bet betek-hen evit meur a abeg, daoust ma ouzon mat eo gortozet abaoe pell… Gortoz pell, gortoz gwell !Ur bladenn a vo savet gante a-benn miz Gwengolo.
Penaos eo paseet an traoù ganeoc’h er Erer Kozh ? ar wech kentañ e oa deoc’h ?
Plijet-tre omp bet da vezañ pedet ha da zont en Erer Kozh. An tammig muioc’h a foet a oa warnomp marteze… kar morioù a dud a zo war dachenn Kerampuilh memestra. Peadra da vezañ skoet. An degemer gant skipailh ar c’habaret breizhad zo bet plijus kenañ. Ne oa ket ar wech kentañ din dont d’an Erer Kozh mes ar wech kentañ memestra dont da ganañ du-hont. Paseet eo mat an abadenn. Hag ar paotr Lenni Kravitz zo bet dreist : laosket en deus ur c’hard eur deomp evit echuin hol lodenn araok kregiñ gant e hini. Deuet oa tud evit selaou ac’hanomp A-RATOZH, lod zo deuet dre zegouezh marteze sachet ivez gant skeudennoù Gwarez Filmoù Breizh. Ur publik digor hag aketus oa. Daoust d’an emgavioù gant sonerien meur all a oa war leurennoù brasoc’h lod a zo chomet betek ar fin. Ha brav eo bet deomp goude ar «stress» kentañ en em gavout SEDER er fin.
Perak kanañ e brezhoneg hag e galleg ?
Evit poent n’eus nemet ur son a zo DIVYEZHEK da vat : «Rozenn Kernitu». Ur barzhoneg savet e div yezh gant Per Jakez Helias hag a zo kenkoulz e brezhoneg hag e galleg. Padal un eil barzhoneg «Marh ar Bed» ne m’eus ket faotet kanañ e galleg peogwir ne gavan ket KEMENT A DALVOUGEZH hag a vlaz gantañ e galleg. Dre vras e soñj din eo LIESYEZHEK ar bed. Hag evit reiñ blas ar brezhoneg da dud all n’eo ket fall a-wechoù kaout an daou mesket. Ha gant ar barzhoneg hon eus dibabet eo kempouezh hud ha KENED ar gerioù en div yezh. Mes plijout a rafe deomp mont pelloc’h. Ur barzhoneg troet e galleg diwar ar spagnoleg ha lenn a vouezh uhel keit e vez sonet un tango kempennet e mod Oktopus Kafe. Ar soñj a vefe en dazont marteze e kanañ e spagnoleg. Ur c’hoant kuzh gant al loen «Poch an toer» an oktopus mont da seniñ e Bro Arc’hantina un deiz bennak…
C’hoari muzik p’emañ an dud o sellet ur film evel ma rit zo un dra nevez, displegit ar «c’honcept-se» deomp ?KEJET HON EUS gant Claude Arnal eus Gwarez Filmoù Breizh evit sevel ar raktres abadenn -mañ asambles. Labouret eo bet dija gant ar Sinematek war raktresoù ar seurt-se a lak ul liamm etre ar muzik, ar c’han hag ar filmoù DIELLOÙ MUT. Evel se eo bet savet «Rites de Passage» gant Laurent Le Bigot. Fellout a rae d’Oktopus Kafe mont ivez war an hent-se brudañ ha liammañ. Ar pal n’eo ket «doubliñ» evel un eil-mouezhiañ filmoù mut mes krouiñ un abadenn nevez gant meur a live kroazet, ha ster ha talvoudegezh ouzhpenn, hep diframmañ filmoù fraost un tamm a-wechoù.
Peseurt raktresoù a zo ganeoc’h bremañ ?
Ur bladenn a zo war ar stern hag a vo enrollet e miz Here. EM BRODUET e vo. (Digor eo ar RAKPRENAÑ dija : 15 euro / chekennoù war añv ar gevredigezh Poch an toer / e ti Alain Léon – chemin de Coat Goarem – 29000 Kemper). AR PAL a zo e teufe er-maez e miz C’hwevrer 2010. Evit ar c’houlz-se ivez emaomp o sevel UR RAKTRES RESIDAÑS, pe bod ha krouiñ, evit mont donoc’h ha pelloc’h gant al labour savet asambles gant Gwarez Filmoù Breizh.
GERIOU DIAES
A-ratozh : exprès.Seder : calme, épanoui.Divyezhek : bilingue.Kement a dalvoudegezh : autant d’intérêt, de valeur.Liesyezhek : mutilingue.Kened : beauté.Kejet hon eus : nous avons rencontré.Dielloù mut : archives en muet.Rakprenañ : souscrire.Em broduet : auto-produit.Ar pal : le but.Ur raktres residañs : un projet de résidence.
Liseidi war leurenn an Erer Kozh
Tri gamarad e oant daou vloaz ‘zo e Lise Diwan. Krog e oant da c’hoari muzik asambles, un’ a gane, Kaou an Davey, Maze Bergot ’save pozioù ha Mael Guego sone gant ar gitar. Ha n’eus ket gwall bell ‘zo deut un nebeut mignoned all ‘barzh ar strollad Egin.
Ar strolladOuzhpenn Mael ha Kaou e kan Chan Bremsal Le Moulliour. Seniñ ‘ra Glen Merien gant an uilleann Pipe, Gwenole Breton gant AN TAMBOULINOU, ha Thomas Laquaine gant an harmonica. Peseurt muzik a vez gante ? meskaj un tamm, peogwir eo TROET lod GANT muzik rock, lod all gant blues ar bloavezhioù 60, lod all gant muzik Bro Iwerzhon.Ha deus petra vez kaoz en o c’hanaouennoù ? deus ar yaouankiz, deus beajoù, deus AR VUHEZ PEMEZIEK ha deus ar vro a lar Gwenole. Ar brezhoneg a zo kreiz hon c’hanaouennoù a lar Kaou ar c’haner.
Penaos vez kaset an traoù war-raok ?
Ur wech savet ar c’homzoù e labour Mael da sevel muzik : goude holl asambles e KLINKONT an traoù ha pep hini da roiñ e soñj. Plijadur oa forzh pegement d’ar merc’her a-raok an Erer Kozh pa oant o PLEUSTRIN er Claj e Karaez. O pleustriñ evit petra ?
Ar re yaouankañ war al leurenn emichañs !Gounezet eo bet gante priz an Taol lañs e miz Gouel Yann e Karaez ; souezhet-bras int bet ! Ha gant se int pedet da vont da c’hoari evit an Erer Kozh d’ar sul goude lein. Gant ar briz -se int bet pedet da vont da c’hoari ivez evit gouel ar Rouedoù glas e Konkerne. Ouzhpenn-se VO ROET TRO DEZHO da enroll ur bladenn e studio ar CLAJ e Karaez ‘pad ur sizhun. Tapet o bak gante toud, lod a vo o studial en Alre, e Roazhon, pe En Naoned met graet eo o soñj gante, ‘benn bloaz en em gavint e Karaez asambles da labourat war ar muzik !
GERIOU DIAES
An tamboulinoù : les tambours, la batterie.Troet gant : intéressé, attiré par.Ar vuhez pemdeziek : la vie quotidienne.E klinkont : ils décorent, ils font des arrangements (musicaux).Pleustriñ : s’entraîner, répéter (pour la musique).Tro vo roet dezho : l’occasion leur sera donnée.

mardi 25 août 2009
Al lizeriou hag ar sciantou
Da genta, setu un destenn tennet eus ul leor anvet: "Brediah er fé" , scrivet e 1845:
"Ol, en dud, emé hur Salvér, e hanauou reih-mad er ré e vou a me scol, dré er garanté e vou guélet étré-z-ai.
Hac é guirioné, ér pen quetan ac er Grechémeah, quer sterd ha quen tuem e oé er garanté étré er fidelèd, ma laré er bayanèd ind-memb : sellet na péh ur garanté en dès dud-cé en eil é quevér éguilé!
Leinein e ramb, ér Scritur santel, penaus er Grechénion ne oé enhai ol nameit ur galon hac un inean hemb quin.
Ind hum dolpé ér memb léh aveit gobér ou fedenneu, eit cleuet conzeu Doué, eit tostat d'er Sacremanteu; ha goudé, ind e gueméré, doh er memb taul, ur prèd, avel bredér, é ty er memb tad.
Ne vezé quet cleuet larèt én ou mesq : en dra-man e zou d'eign, hac en dra-zé e zou d'id; ne oé ahont na peur na pinhuiq; rah er fidelèd en doé bet degasset eén ur bern ou madeu étal treid en Apostoléd, eit ma vehé bet lodec peb-unan ac er péh e aparchanté d'an ol."
E-barz an destenn_man e cavom gériou scrivet en ur giz dishenvel eus hon amzer, coulcoudé n'eus ket calz amzer etre al leor-man an hon amzer. Scivet éo ar " Brédiah er Fé" e 1845 , tost 160 bloa a zo etre al leor-man ha ni. Ar yez a zo troet drouc fall er maré 160 bloa, lizeriou ken bouézuz evid ar brezonec a zo laket var maez hep reson ebet. Ur systèm sot a zo crouet anvet ar "BZH" , ur systém evid ober faziou ouz ar yez.
Ar "BZH" a zo diesoh da compren eged an théorie ar relativité d'ar Einstein !! Gwelet 'm eus tud ne hellont konz pe scriv brezoneg ha se goudé 10 bloa kentéliou noz !! Penn mab den n'eo ket aozet da zesc traou fals. An empenn n'eo ket ur camputer leh eo posibl laca progammou hep cudenn. An empenn a gar traou logic evid ar spered .Kemerom ur scouer: ur helener a zesc geometricou evid scolidi yaouanc hac e oé laret araoc dezo :"E brezonec n'eus ket lizeriou : C; Q; X ", hac ar heler matematicou en ur zeski ar scolidi a lar dezo: "Kemerom ur tri-horn "a, b, c" ar hortez ab a zo ingal ar hortez bc ha ma dastummom ar hosteziou ab+bc hon eus ar hostez ac=ab+bc." Ha petra sonjit var ar paotr a zo desket dezan e brezonec n'euk ket lizer "c"?? Sur e vo collet hac epad ur bugel saoznec pe galec a zesk matematicou an doaré naturel ar bugel brezoneger a vezo clan barz e spered peogwir n'eo ket gouest da compren perac n'eus ket lizeriou "c, x, q" e brezonec hac int a zo implijet evid ar matematicou... ha perac ur bugel brezoneger a zo handicapet gand an dra-man hac ur bugel galec pe saoznec a c'hell ober gand ar "c,x,q" an dra-se oh ober drouc braz barz ar spered ar bugel a zesc brezonec, marteze ar buguel man en deus cudenn all gand he dud na gomzint ket brezonec hac ouzpenn-se red eo dezan da zesk ur yez anvet "BZH" hac a zo ur sytem lizeriou fall evid ober faziou. an oll traou-man ouzpenn-se a zo liammet gand istor ar yez, penaos e veze gwellet ar yez brezonec gwechall?? Evel ur yez ar blouked pe yez ar baizanted pe hoaz evel yez an hini a zo sot evel testennou "Bécassine" . Ha siwaz, breman pa lennan ur hazetenn evel "Ya" eo ur gwir torr-penn peogwir an empenn a zo boazet da labour an doaré reiz hac ar brezonec "Ya" a zo ur brezonec chimic leun ar faziou. Hag ato lenn a rann meur a wech ar pennadou evid sell ma vefe ar gériou scrivet gant ar "H" a zo ethymologiel pe eus ar systèm disciant "BZH".
Peleh eman Breiz?? Breiz a zo e Europa, hac tost 700 a villion a dud implijet eo ganto lizeriou latined ha n'eus ket ur pobl en deus laket var maez lizeriou eus ar latined. Hep e breiz. Ar pobl americaned an nort a zo tost 300 000 000 million memestra evid america ar sud hac an oll implij ar sytém latined gant ar "c,x,q". Setu perac barz ar poblou e vez cavet tud barrec var ar sciantou caled hac n'eus sciantour ebet e Breiz var ar brezonec.
Evid echu, me a laran evid adlacaat lizeriou ken bouésuz evel ar "c, x, q" bouézus int , m-eus scrivet, evid ober matematicou, biologiez, chimiec,... se-zo n'eo ket evid ober matematicou hac all met evid laca an tammig spered sciant barz ar yez brezonec , hon amzer a zo amzer ar sciantour hac ar sciantourion.

mardi 28 juillet 2009
Prezegenn war ar Maen-Log e C'hoursez Digor

Gorsedd de Bretagne Ludovic Louboutin Embanet ar 17/07/09
Hebarc'h dileuridi a Gembre, a Gerne Veur, Breudeur ha c'hoarezed, mignoned, Dek vloavezh ha kant a zo aet hebiv deomp abaoe m'eo bet degemeret ar Vretoned e Kerdiz gant Hwfa Mon, arc'hdrouiz Goursez Kembre. Pa laran degemeret ez eo eveljust degemeret evel Breudeur evel izili eus ar C'hoursez, hini Gembre d'ar mare se araok dezho dont da vezañ izili eus Goursez Breizh pa zivizas ar Vretoned sevel ur C'hoursez en tu mañ da Vor Breizh war patron hini Gembre. War roudoù Kervarker bet en Abergafenny e 1838, e kerzhe ar re se, savet c'hoant dezho da lakaat ar Vretoned d'en em gaout asamblez a bep tu d'ar mor, da unaniñ tammoù ar c'hleze torret gant gwallzarvoudoù an Istor. Pebezh pennad mat a hent a zo bet graet abaoe gant hor goursezou ! Lidet e oa bet bloaz paseet pevar ugentved bloavezh ha Goursez Kerne Veur. Lid arouezius « Priedelezh ar C'hleze » a vo azalek bremañ ul lid kreiz en diabarzh hor goursezoù pa vo graet evit ar wech kentañ e Kerne Veur ivez e miz Gwengolo a zeu. Trugarez a laromp da Gembreiz ha da Hwfa Mon, « Priñs Arc'hdrouized an amzer dremenet, an amzer a vremañ hag an amzer da zont » evel ma oa bet graet anezhañ gant Charlez ar Gofig gwech all. Trugarez evit an anaoudegezh « Diolch i chi, Brodyr o Gymru, am eich nawddogaeth » “Mur ras dheugh-why, Breder Kernow, rak agas fydhians” Er bloaz-mañ e lidomp ivez daou c'hantved bloavezh marv Thomas Paine, mignon Iolo Morgannwg, dihuner, krouer dispar ar C'hoursez. Thomas Paine a oa bet ganet e Thetford e Bro Saoz e 1737. Mont a reas da Amerika elec'h ma savas a du gant emrenerezh ha librentez ar vro a anvas eñ evit ar wech kentañ « the United States of America » Stadou unanet Amerika. E skrid “Common sense” embannet un nebeut miziou araok diskleriadur an emrenerezh e 1776 a reas berzh spontus hag a levezonas George Washington ha John Adams. Deuet endro e Bro Saoz e saludas Thomas Paine an dispac'h e Bro- C'hall. Skrivañ a reas “The Rights of Man” Gwirioù Mabden e 1792. Kaout a rae dezhañ e talveze ar gwiriou se evit ar maouezed ivez. Degemeret e voe evel sitoian gall, dilennet evel kannad met nac'hañ a reas votiñ ar marv evit ar Roue. Neuze e voe lakaet en toull gant ar Spontourien dre ma oa ouzhpenn ginidig a Vro Saoz ha mignoned d'ar Jirondined. En e levr “The Age of Reason” Oadvezh ar Gwir e savas a enep emzalc'h ar relijion kristen hag an istoriou spontus kontet e barzh ar Bibl a yae d'ber ur skouer dic'houest da lakaat ar garantez da renañ etre an dud. Doujañ a rae koulskoude da gredennoù an dud. Goulenn a rae ivez digant ar broioù digreskiñ o armeou eus dek dre gant ha pevar ugent evit ma c'hellfe ar bed bevañ e peoc'h. Tagañ reas ar sklavelezh ivez ha kement se ne voe ket prizet gant ar berc'henned vras, c'hellit krediñ ! Rak se e voe laosket a gostez gant Mirourien ar Stadou Unanet o doa aon rak e vennozioù. Kazi disonjet gant an holl e teuas da vezañ. Gant ar skiantour meur Thomas Edison e voe digaset endro da sonj an dud. Da gentañ peogwir e oa Paine un ijinour a faeson hag en doa ijinet ar c'houlaouenn o teviñ hep moged hag ar pont orjal. Thomas Edison a anzavas ivez e oa Paine « prederour politikel brasañ” ar Stadoù Unanet. Barack Obama en deus meneget Thomas Paine en e brezegenn gentañ a Brezidant. Emichañs e teuio an den mat se da vezañ brudet a nevez, neuze ! En ul levr bihan embannet tri bloaz goude e varv en deus pledet Thomas Paine gant orin ar frañmasonnerezh hag a oa evitañ an Drouiziezh, relijion an heol hag an amzer diharzh. Bez e c'helle eveljust Thomas Paine komz diwar benn an Drouiziezh, mignon ma oa da Iolo Morgannwg diazezour ar Goursezoù. Kontañ a ra alies ar C'hallaoued o deus krouet pep tra araok pobloù all ar bed. Abaoe o Dispac'h, hag a c'hoarvezas trizek vloaz warlerc'h hini ar Stadoù Unanet, e faot dezho kenteliañ ar bed a bezh e keñver Gwiriou Mabden. O c'hredennoù republican a vefe hollvedel evel o yezh sañset ! Farsus eta p'o deus lakaet mistri vras ar Republik tud evel Paine en toullbac'h ! P'o deus argaset ar Jirondined hag a salude an Dispac'h e Breizh kurunennou deliou derv ganto war o fenn da zerc'hel sonj eus an Drouized kozh, moarvat ! Iolo Morgannwg a save ivez a du gant ar mennoziou dispac'hel. Kredin a rae dezhañ e oant mennoziou gouest da gas planedenn Mabden waraok. Morse er penn kentañ tout n'eo bet ar mennoziou republican gall hollvedel. N'eo ket bet nullet ar sklavelezh gant ar Republik araok 1848 ! N'eo ket bet roet ar gwir da votiñ d'ar maouezed araok ar bloavezh 1944 ! Ha kenderc'hel a ra bagadoù beleien republikan'zo da avieliñ o spered hollvedel d'ar poblou bihan er C'hwec'hkogn en ur leuskel ar maouezed da chom e porched o iliz benniget. Breudeur ha c'hoarezed n'hon eus kentel ebet da gaout digant an dud se ! N'omp ket da vezañ kenteliet gant ar re n'o deus gouezet nemet sankañ tud du war gador ur sekretour stad disterig evel un digarez da reiñ deomp da grediñ e vefent digor o spered Un aluzenn ha tra ken ! Restachoù rukunus ar c'holonialism dismegañsus ! Evel er Stadoù Unanet er bloaz-mañ hon eus ni e Breizh dilennet bloavezhiou'zo dija un den du evel maer. Ha paz dre ma oa du just awalc'h met dre ma oa gouest ! Dalc'homp d'an hent mat, an hini a gas ac'hanomp d'en em gaouet gant holl poblou ar bed, bras pe vihan ! N'eo ket achu an Dispac'h tamm ebet keit ma c'hello unan bennak lavaret eo euc'h d'e nesañ abalamour d'e liv pe d'e yezh.

Dom Duff, kaner pagan !
Pezscriv ar 24/06/2009 à 16:11
Dom Duff, kaner pagan !
Eus Bro Leon emañ Dom Duff, deus ar C’hernig e Ploueskad. Eno en deus bevet e yaouankiz, klevet brezhoneg forzh pegement gant an dud a-ziwar-dro.Kalz en deus desket gant e dad-kozh eus St Nouga. RUST eo mouezh Dom Duff ‘giz reier ar Vro Bagan ! « Pa on bet er skol labour-douar em eus bet tro ivez da glevet brezhoneg eus korn-broioù all ken e oan estonet » .
Kaner eo Dom Duff
Kaner eo Dom Duff met paz kaner ‘vel ar re all.« C’hoariet ‘m eus da gentañ e strolladoù muzik er festoù-noz hag er strollad Diwall ‘pad bloavezhioù . Tro em boa da selaou muzik ar vro, muzik Breizh hag em eus bet c’hoant a-viskoazh da c’hoari muzik all, disheñvel. P’am eus klevet ar strollad Storlok em eus soñjet e oa tu da ganañ e brezhoneg en ur mod all gant ur spered all . Sevel kanaouennoù a zo evidon un digarez evit skrivañ traoù ». Kar koulz laret toud kanaouennoù Dom Duff zo bet savet gantañ TON HA SON..
Brezhoneg ha muzik
Ar pezh a blij d’ar c’haner eo ober UL LIAMM etre ar muzik hag e yezh, ar brezhoneg , lakaat al lusk an eil da vont gant egile. Ar muzik a deu d’e spered a-raok ar pozioù. « Pa vez gwask warnon e skrivan muioc’h ! lod eus komzoù ma fladenn ziwezhañ a zo bet savet war ar prim » Plij a ra da Dom Duff c’hoari gant ar gerioù pe sevel pozioù nevez (« kenatchao » meskaj kenavo ha tchao.)
Peseurt muzik eo hini Dom Duff ?
« Ne blij ket din bezañ lakaet en ur voest, un tammig torr-penn eo ! UR STUMM DIN MA ‘UN EO » a lar Dom Duff. Gwir eo n’eo ket muzik keltiek, na muzik HENGOUNEL, n’eo ket muzik rock kennebeut all. « Power acoustic pe folk acoustic » setu un tamm petra eo muzik Dom Duff. C’hoari a ra ar c’haner gitar gant kalz a startijenn. TEIR FLADENN a zo bet savet gantañ : « Straed an amann » e 2OO3 , « Lagan » e 2OO6 hag ur bladenn nevez e-unan. Sonerien a zo o c’hoari gantañ war an div bladenn gentañ, PEURLIPET int bet. Ar bladenn ziwezhañ a zo simploc’h ar mod m’eo graet, tapet ‘b’r salioù lec’h m’eo bet o c’hoari (Karaez,Gwened,Kemepr, Roskanvel… Donegal) « tonioù ha komzoù a zo c’hoazh leizh ma spered ».
Hag internet ?
« A-benn pemp bloaz amañ e vo toud ar muzik hag ar journalioù war internet ! » ‘Blamour da se eo bet lakaet e ganaouennoù gant Dom Duff war internet. 26 OOO a dud a zo bet o selaou ur ganaouenn bennak bet savet gant ar c’haner. Savet zo bet UL LEC’HIENN A-FESON gantañ da lenn e brezhoneg, e galleg pe e saozneg. « Gant internet e vez tu din kontañ ar gaoz gant mignoned o kanañ eveldon dre ar bed, ha gant se kaout an tu da vont da ganañ tu pe du . E Bro Iwerzhon e oa er miz tremenet e Dulenn (Dublin) ha Galway. E kalz plasoù e Breizh e kan Dom Duff er bloaz-mañ. « Me zo un tamm ‘vel un artizan », a lar Dom Duff , ur mousc’hoarzh war E VUZELLOU « ‘wechoù ‘vez roet al labour din, ‘wechoù ne vez ket ». Ur bladenn all a zo dijà war ar stern ha labourat a ra ar c’haner gant ur strollad da sevel un abadenn nevez a vo prest evit Gouelioù Etrekeltiek an Oriant.
Da lenn ha da glevet Dom Duff, ‘it da sellet war www.domduff.com !
gerioù diaes :
rust : rugueux, rèche
ton ha son : paroles et musique
ul liamm : un lien
ur stumm din ma-un’ eo : c’est un style personnel (à moi)
hengounel : traditionnel
Teir fladenn : trois disques (pladenn est un mot féminin)
Peurlipet : soigné
Ul lec’hienn a-feson : un site de qualité
E vuzelloù : ses lèvres
Ha deoc’h
Muzik Zeppelin strink ha stirlink
Komzoù Abernot stok ha storlok
O Jezuz evelato ‘lar Chan ar C’hanig
Ur c’han hag e ziskan etre Grall hag ar Milig
Ar paotr amañ dirazoc’h a grog da gontañ
deoc’h mennozhioù en e spered, deuet en un taol,
souden, sonjoù ken brav , ken krenn deus amzer e oad krenn
fardet ‘vel ur mell rata, hep tamm silzig, hep banne soubenn
La musique du Zeppelin jaillit et cliquette,
Les mots d’Abernot cognent et s’entrechoquent,
O Jesus, voyons s’étonne Chan ar C’hanik
Un chant et sa réponse entre Grall et l’Emile…
Le gars ici, devant, se met à vous conter,
Ces souvenirs surgissent si précis,
mijotés à petit feu.
Setu piv eo Dom Duff ! (diwar e bladenn « Straed an Amann »)
Glad hon bro : abati ar Releg
Hervez ar vojenn kontet gant Albert Vraz (Albert le Grand) er 17vet kantved, e vije bet savet un abati ‘ba traonienn ar C’hefleud ken abred hag ar 6vet kantved. Nepell alese, ‘ba Brank-Haleg, e vije bet un emgann bras etre Conomor ha roue Domnone Judual hag ur bern soudarded vije bet lazhet, Conomor en o zouez. Da c’houde e vije bet savet un abati e-kichen al lec’h-emgann, interet relegoù ar soudarded varv ‘ba bered an abati ha graet « abati ar Releg » deusoutañ evit delc’her soñj deus korfoù-marv ar soudarded. Ne chom netra deus an abati-se koulskoude ha n’omp ket gwall sur e vije bet deusoutañ e gwirionez.
Ar c’hevaez evit DIFRAOSTAÑ an douaroù
Kar an abati a weler c’hoazh hirio an deiz a zo bet savet e 1132 gant menec’h sistersian deuet deus abati Bear (Bégard). En ul lec’h gouez, er c’hoadoù e troad Menez Are, oa bet savet an abati. Tamm-ha-tamm oa bet roet douaroù d’ar venec’h gant aotrouien ar vro, met douaroù da zifraostañ, lanneier er menezioù. A-benn sachañ tud d’ober al labour, ar venec’h ‘noa kinniget ur c’hontrad EMSAV d’ar beizanted : ar c’hevaez (quévaise). Roet e vize d’ar peizant un tamm douar, an dalc’h (tenure), ennañ un devezh-arat douar-labour ha plas da sevel un ti hag ul liorzh. E-kichen an dalc’h e oa un dachenn zigor (champ ouvert) da zifraostañ ha da c’hounit. An EOSTAD ‘vize ingalet etre ar peizant hag ar venec’h. Meur a beizant a c’helle labourat war ar memes tachenn zigor, gant pep hini e di-feurm. Setu ma teue war-wel KÊRIADENNOÙ bihan, evel hini ar Goenidoù ‘ba parrez Berrien. Ar peizant na laboure ket an dachenn ‘pad bloaz ‘vize skarzhet kuit deus e di hag unan all vize lakaet en e blas. PENNHÊR an dalc’h ne oa ket ar mab henañ, e-giz kustum, met AR BIDOC’HIG. Peadra zo da soñjal e teu ar ger gallek « quévaise » deus ur ger brezhonek gant « maez » e-barzh.
Amzer ar gwalleurioù
Savet oa bet abati ar Releg war HARZOÙ eskoptioù Leon, Kerne ha Treger. E fin ar Grennamzer, an abati ‘noa douaroù ‘barzh an tri ESKOPTI-se, rannet e peder lodenn. Al lodenn gentañ oa en-dro d’an abati, an eil e Sant-Riwal, Brasparzh, Pleiben, betek Gouezeg, an trede e trowardroioù Plufur hag al lodenn diwezhañ oa en-dro da Sant-Nouga e Bro-Leon. Pinvidik ha galloudus oa deuet da vezañ an abati, gant gwirioù justis bet roet dezhañ gant duked Breizh. Met ne badas ket. Reuz oa bet dija e-kerzh ar brezel kant vloaz pa oa bet hanter-distrujet an abati gant ar Saozon. E 1458 oa aet an abad da sot hag e familh ‘noa profitet deus e gleñved evit dispign madoù an abati. Er 16vet kantved, roue Frañs François 1añ ‘noa anvet e penn an abati un abad deus Pariz na zeuas biskoazh d’ar Releg. Koulskoude e teuas a-benn da rastellat madoù ar venec’h ken e oa kazi rivinet an abati PA DARZHAS an Dispac’h Bras. Implijet evel kraou e-pad ur pennad e oa bet gwerzhet da c’houde. En naontekvet kantved e oa bet dalc’het er stad vat gant ar perc’henn met manac’h ebet na zeuas morse da vevañ e-barzh. An abati a zo bremañ da Guzul jeneral Penn-ar-Bed a ra war-dro al labourioù reneveziñ.
Koñsertoù ha DISKOUEZADEGOÙ
Deus an hañv vez koñsertoù ha LAZOÙ-KANAÑ. En ti e-kichen an abati ‘vez aozet un diskouezadeg disheñvel bep bloaz. Diwar-benn ar c’hevaez eo hini ar bloaz-mañ. Evit ar re a blij dezhe bale zo gwenodennoù e-leizh en-dro d’an abati hag ur restaorant war ar blasenn da dapout nerzh a-raok ar valeadenn.
Gerioù diaes :
Difraostañ : défricher.
Emsav da : avantageux pour.
Eostad : récolte, moisson.
Kêriadennoù : villages.
Pennhêr : héritier.
Ar bidoc’hig : le benjamin.
Harzoù : frontières.
Eskopti : évêché.
Pa darzhas : quand éclata ; du verbe tarzhañ : éclater.
Diskouezadegoù : expositions.
Lazoù-kanañ : chorales.

Mona Ozouf , merc’h Yann Sohier
Hiriou ar 10/06/2009 à 10:30
Mona Ozouf , merc’h Yann SohierE gwerzh emañ levr diwezhañ Mona Ozouf « Composition française ». ur sell eo war eñvorennoù he bugaleaj C’HWEK HA C’HWERV war un dro.
Chomet MINOREZ, da bevar bloaz, pa oa marv he zad da dregont vloaz, mestr skol laïk e oa. Chom a reas neuze gant he mamm, mestrez-skol ivez. Homañ, glac’haret da viken, oa n’em daol da vevañ he KANV, distag deus ar vuhez ordin.. Derc’hel a reas KASONI e-keñver” an Emsav breizhat” ha brezhonek a oa, hervezi, kiriek deus maro he gwaz, dre ma oa bet ur stourmer re galonek ‘vit ar brezhoneg hag e vro. Ar vrud a rede e oa MARV WAR AR STERN.
A- drugarez dezhi e pareas Mona deus KANV ha diouer he zad, un tad tost DIANAVd’ar plac’hig nemet dre eñvorennoù he mamm. Ar vamm-gozh, gwir breizhadez sonn ha kreñv, n’oa ket desket galleg met memestra e lare e oa gallez da vat! Ar pezh na gomprene Mona ket gwall vat .
Mona oa skoliatet e skol publik Plouha, gant merc’hedigoù he oad, eno oa he mamm renerez. Marteze n’em gave ket tre en he flas eno hag en em daolas DA LENN STANK levrioù he zad. Eviti e oa ur veaj en ur bed all, “bed ar gêr“. Levrioù he zad troet war ar bed keltiek oa kalz dedennusoc’h ha pinvidikoc’h evit re ar skol publik!

l'ethnologue Hocine Nedjar participe au stage d'immersion de Ti ar vro.
D'origine algérienne, il est accro au breton
.
À Lesneven, l'ethnologue Hocine Nedjar participe au stage d'immersion de Ti ar vro. Une manière « de pénétrer l'esprit de la population ».« C'est une semaine dense, qui construit mon imaginaire. » Hocine Nedjar, ethnologue de 43 ans né en France de parents algériens, achève son stage intensif de breton à Lesneven. C'est la deuxième fois qu'il participe à la session proposée par l'association Ti ar vro. Cours, théâtre, chant, visites, hébergement chez l'habitant : les stagiaires vivent et parlent breton du matin au soir.
Hocine Nedjar vit à Nanterre ; il pratique le breton depuis sept ans. Chaque vendredi soir, il rejoint l'association des Bretons de Rueil-Malmaison pour parler « brezhoneg ». Son métier le porte naturellement à se familiariser avec les langues minoritaires. « C'est nécessaire pour pénétrer l'esprit d'une population, explique-t-il. On a tous une culture qui nous appartient. Elle est indispensable pour se connaître et accepter les autres. »
Au-delà de l'aspect professionnel de l'immersion, Hocine Nedjar évoque pourtant une démarche personnelle. « Ma grand-mère algérienne ne parlait pas un mot de français. J'ai commencé à m'interroger sur la pluralité de ma culture. De 1973 à 1986, j'ai découvert l'Algérie. Et ma culture à travers les autres, moi qui ne parlais pas arabe. C'est là que j'ai développé un regard ethnologique. »
Le jeune homme revient en France poursuivre ses études supérieures en histoire et ethnologie. « J'ai fait la connaissance d'un Breton, raconte Hocine Nedjar. J'ai découvert la langue et la spiritualité bretonnes. » L'île de Groix et le breton vannetais deviennent alors ses spécialités ; il leur consacre un mémoire.
L'ethnologue en est persuadé, « la langue bretonne est le reflet de la civilisation bretonne. À côté de la mondialisation, il faut préserver les langues minoritaires. Le breton compte 300 000 locuteurs ; 15 000 d'entre eux ont moins de 40 ans. Mais il y a des initiatives individuelles qui illustrent la persévérance de l'âme celtique. »
Hocine Nedjar fait ce qu'il appelle de « l'ethnologie participative ». À Lesneven, avec les stagiaires et les familles qui les hébergent, il peut donner libre cours à son goût pour la conversation. « Parfois, je suis tellement dedans que je sors des expressions en arabe ! »
Hocine Nedjar habite chez Jo Kermoal, lui aussi ardent défenseur du breton. « Ça me prend aux tripes, explique ce responsable d'association. J'accueille des stagiaires depuis trois ans. J'ai reçu une Islandaise, un Russe et maintenant un ethnologue d'origine algérienne. C'est très enrichissant et ça donne une vraie ouverture d'esprit. »
Catherine JAOUEN.

Inscription à :
Articles (Atom)